An tri arzh
(Adkaset eus Goldilocks)
An tri arzh zo ur gontadenn-bobl, brudet kenañ er broioù saoznek, a zo bet lakaet e brezhoneg. Anavezet eo ivez gant an anv Blev alaouret hag an tri arzh pe Blev rodellek hag an tri arzh[1].
Orin ar gontadenn
kemmañLakaet e vez alies war gont ar vreudeur Grimm, e gaou avat pa ne gaver ket ar gontadenn en o oberenn. E 1837 e voe embannet ar gontadenn saoznek The Story of the Three Bears (pe istor an tri arzh, e brezhoneg), gant ar barzh saoz Robert Southey en e levr The Doctor. Gallout a rafe dont eus ur gontadenn-bobl goshoc'h, met n'eo ket sur.
E brezhoneg
kemmañ- An tri ourz, troet gant Pêr Denez, Embannadurioù Al Liamm, 1963
- An tri arzh, skrid gant Daniel Carré, TES[2].