Goulven (sant)
Sant Goulven (skrivet ivez Goulwen), pe Goulc'hen, a voe eskob Leon er VIvet kantved. Anavezout a reomp e vuhez dre ur skrid latin.
Ganet e vije bet e Bro-Leon, diwar tud bet deuet eus Enez Vreizh, ha breur e vije da santez Peronell. Sevel a reas ur peniti en distro, en arvor Bro-Leon, e-kichen Plouneour-Traezh, ha goude-se ur manati er memes lec’h, war douaroù a oa bet roet dezhañ gant ar c’hont Even. Hervez ar vojenn e voe roet da sant Goulven kement a zouar ha ma c'helle ober an dro anezhañ dindan un devezh (evel sant Gouenoù e Gouenoù). Ur foz vurzhudus en em stummas war e lerc’h, da verkañ bevenn ar vinic'hi. Eno emañ bremañ parrez ha kumun Goulc'hen. E-touez e ziskibled eno e voe sant Maden.
Eskob Leon e vije bet Goulven, war-lerc’h sant Paol Aorelian. War zibenn e vuhez ez eas da Sant-Ider e Bro-Roazhon. Hervez e Vita (skrid e vuhez) e varvas eno d’ar 1añ a viz Gouere 600. Ha douaret e vije bet en abati Sant-Melan e Roazhon.
Goueliet e vez d’ar 1añ a viz Gouere.
Meur a stumm zo bremañ d’e anv : Goulven, Goulwen, Golven, Goulc'hen, Goulc'han.
Enoret e vez e Goulc'hen hag er C'hrouaneg (Plougerne) e Bro-Leon, e Goulien e Kerne-Izel, e Lanvaeleg e Bro-Dreger, e Sant-Loup e Bro-Oueloù, e Talbont e Bro-Sant-Maloù, e Goven ha Sant-Ider e Bro-Roazhon…
Pennadoù kar
kemmañ- an anv Goulven
Liammoù diavaez
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Le Breton H. - Un vieux saint breton : saint Goulven ou Golven, évêque de Léon, Roazhon, 1933.
- Le Grand, Albert - Vies des saints de la Bretagne Armorique (1636) - Vvet embannadur 1901 - Kemper
- Morice, Yves - La Vie latine de saint Goulven – Transcription, traduction, commentaire, kounskrid mestroniezh 1999-2000 – Skol-veur Breizh-Uhel - Roazhon.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |