Ur pennad Gouenoù zo ivez.

Gouenoù, a gaver ivez skrivet Goueznou, zo unan eus sent vrezhon ar VIIvet kantved.

Delwenn sant Gouenoù, e chapel Sant-Wenole, e Plougastell.

Buhez Sant Gouenoù a voe skrivet e 1019. Enni e lenner e oa genidik eus Kembre. En tu all d’ar mor e reas e studi e manati brudet Llanilltud Fawr. Erruout a reas e Breizh gant e dad Tudon, e c’hoar Tudona hag e vreur Majan, e-pad bloavezhioù kentañ ar VIIvet kantved. Unan eus diskibled sant Paol Aorelian e oa. Sevel a reas ur peniti war douaroù roet dezhañ gant ar c'hont Konomor, zo hiziv e kumun Gouenoù. An iliz kentañ a savas eno a vije bet sakret gant sant Houardon e 642.

Hervez ar richenn e voe roet da sant Gouenoù kement a zouar ha ma c'helle kelc'hiañ gant ur foz en un devezh. En em lakaat a reas Gouenoù da gerzhet en ur stlejañ ur forc'h war e lerc’h hag ar foz a voe graet el lec’hioù ma tremenas a gelc’hie un dachenn douar a voe graet anezhi e vinic'hi. Fozioù sant Gouenoù a veze gwelet c'hoazh en XIXvet kantved, a-hervez.

Abaoe an amzer-hont e vez graet Tro-vinic'hi Gouenoù, da zeiz Yaou Bask. D'an devezh-se e vez lidet pardon ar barrez, ha bale a ra an dud a-hed 18 km pe war-dro, war an hent a vije bet graet gant ar sant, pa oa o vevennañ e dachenn. Chom a reont a-sav gwech-ha-gwech all e lec’hioù a vije bet hentet gant Gouenoù en-dro d’ar vourc'h. Unan eus troioù-minic’hi diwezhañ Breizh eo, ha daoust ma n’eo ket anavezet kement ha hini Lokorn e vez kantadoù a dud bep bloaz o kemer perzh enni.

Enoret e vez pe e veze sant Gouenoù e meur a barrez all eus Breizh : e Sant-Gouenoù, Landeda, Lannarvili, Plouenan, Plougin ha Pleuloc'h.

Lidet e vez gouel sant Gouenoù d’ar 25 a viz Here.

Liammoù diavaez

kemmañ