Troveni a reer eus ur brosesion pe eus un doare pirc’hirinaj a reer en-dro d’ur barrez, e lec’hioù zo e Breizh, evit enoriñ sant ar barrez. Dont a ra ar ger troveni moarvat eus tro-vinic'hi, da lavaret eo tro ar vinic'hi, tro lec'h ar venec'h[1]. Komprenet e veze anv an droveni e Lokorn gant ar vrezhonegerien evel tro ar menez, o vezañ ma veze graet e-kichen menez Lokorn[2].

Troveni Lokorn e 1903.

Trovenioù Lokorn kemmañ

An droveni anavezetañ e Breizh eo hini Lokorn, e Bro-Gerne. Eno e vez graet an Droveni vras bep c’hwec’h vloaz etre an eil hag an trede sulvezh a viz Gouere, a-hed 12 km, hag an Droveni vihan, a-hed 6 km hepken, er bloavezhioù all, d'an eil sulvezh a viz Gouere. Ret eo ober teir gwezh tro minic'hi sant Ronan oc'h heuliañ pizh an hent a veze kemeret gant ar sant a-hervez[3]. Lod eus an dud a rae ar pirc'hirinaj en o-unan hag a-wezhioù diouzh an noz[4].

Adalek an XIIved kantved e oa deuet an droveni vras da vezañ unan eus gouelioù relijiel brasañ Breizh. Dont a reas Sant Erwan betek eno ha diwezhatoc'h e teue an duged o-unan alies[5]. Troveni Lokorn a oa unan eus ar pirc'hirinajoù a oa ret ober ur wezh d'an nebeutañ er vuhez hervez kredennoù ar bobl. Krediñ a raed e veze graet gant an anaon n'o devoa ket graet an droveni en bev[6]. Hervez kredennoù zo ne dalvez netra ar pirc'hirinaj ma tro ar pirc'hirin e benn war an hent, ha pa vefe ur wezh[7]. Hervez A. ar Bras, an droveni zo ur pardon mut, e lec'h ma ne gaozeer ket[8].

Studiet eo bet trovenioù Lokorn gant Donatien Laurent. En enor da sant Ronan e vez graet an droveni gant ar Gristenien, a-hed harzoù domani kozh ar manac’h santel, abaoe ar Grennamzer. Hogen traoù zo, evel an niver a arsavioù (12) pe mareadegezh an droveni vras (bep 6 vloaz) a laka Donatien Laurent da lavaret e savje al lid-se d’ur mare rakkristen hag e vije ennañ roudoù eus an deiziadur keltiek kozh.

Troveni Plabenneg kemmañ

E parrez Plabenneg e veze lidet troveni sant Tenenan an trede sulvezh eus miz Gouere, devezh pardon sant Tenenan.

Troveni Plabenneg n'eo ket bet lidet ken a-vareadoù, da gentañ da goulz an Dispac'h gall, ha goude 1823 war a seblant diouzh testeni an abad Gwilhem Le Jeune (1844-1917), genidig eus Plabenneg ha kure ar barrez etre 1879 ha 1892, el levr skrivet gantañ, Buhez Sant Tenenan hag histor Plabennec (1918) : "Dalc'het e oa an hini diwezhañ e 1823 da geñver "Gouel Maria ar Rosera". Roet e oa lañs en-dro d'an droveni e deroù an XXvet kantved, mes gant un hentad berroc'h, ne'z ae ket ken betek chapell Leskelenn a oa kouezhet en he foull, hag aet e oa da get e-kreiz ar bloavezhioù 1950[9]. Lidet eo bet an droveni a-nevez e 2008[10] hag e 2009[11]. 11 kilometr hed eo[12].

Gwezhall, an deiz kent ar pardon, ez ae Plabennegiz d'an iliz da ganañ gousperoù en enor da sant Tenenan. Antronoz vintin, da c'houloù deiz, e tistroent eno evit an oferenn gentañ. Goude se e kroge ar gloer hag ar fideled gant an droveni. Edo gwazed ha merc'hed en o dilhad kaerañ. Ar baotred yaouank a oa o vont da zimeziñ pe a oa nevez distroet diouzh o c'hoñje a zouge bannieloù ha kroazioù ar barrez. Hed-ha-hed an hent da Leskelenn, ma oa gwezhall peniti sant Tenenan, e c'home ar birc'hirined a-sav dirak ar c'hroazioù a oa war o hent evit pediñ. Kanañ a raent ivez letanioù ha kantik sant Tenenan : "Sant Tenenan, hor sant Patron, dalc'hit ar feiz enn hor c'halon..."[13].

Loc'hañ a ra an droveni eus an iliz parrez, tremen a rae dre Groaz Prenn ha dre Sant-Roc'h, ha mont (un tamm a-raok l'Ile-Leskelenn) betek Leskelenn, ma oa gwezhall peniti sant Tenenan. Degouezhet e chapell Intron-Varia Leskelenn, savet el lec'h ma a bet peniti kozh sant Tenenan, e pede hag e kane ar barrezidi a-raok mont en dro dre Traoñ Bras ha chapell Santez Anna Lanorvenn etrezek iliz ar vourc'h ma lidet, war dro 10 eur 30, oferenn vras ar pardon[14].

Trovenioù all kemmañ

Trovenioù all a vez graet e Breizh-Izel :

Re all, zo aet da get bremañ, a veze graet e lec’hioù all ivez : e Lokenole, e Landerne, e Gwiseni, e Goulc'hen, e parrez Lokmaria e Kemper...

Evit doare e vije deut ar boaz d'ober trovenioù anezhe diwar skouer Trovenioù Lokorn, dindan levezon beleien eskopti Kemper. Evel ma weler uheloc'h e vez disheñvel o anvioù alies e lec'h ma vezont lidet.

Un dra heverk gant an trovenioù-se eo e vezont graet, n’eo ket da vare gouel ar sant enoret er barrez, met d’ur mare resis a vez bep bloaz, hervez ar parrezioù, etre Yaou Bask hag ar Pantekost ; n’eus nemet hini Lokorn a vez graet e miz Gouere.

Notennoù kemmañ

  1. Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, Au pays des pardons, dastumad Bouquins, Robert Laffond, Pariz, 1996, p. 1075
  2. Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, dastumad bouquins, Robert Laffond, Pariz 1996 p 1075
  3. Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, dastumad bouquins, Robert Laffond, Pariz 1996 p 324 ha 1075
  4. Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, dastumad bouquins, Robert Laffond, Pariz 1996 p 324 ha 1075
  5. Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, dastumad bouquins, Robert Laffond, Pariz 1996 p 1074
  6. Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, dastumad bouquins, Robert Laffond, Pariz 1996 p 324
  7. Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, dastumad bouquins, Robert Laffond, Pariz 1996 p 324
  8. Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne, dastumad bouquins, Robert Laffond, Pariz 1996 p 1080
  9. L'Eglise en pays de Brest, "L'ensemble paroissial Les Vallons de l'Aber Benoît"
  10. "Paroisse : pardon-de-saint-Thenenan" ouest-France
  11. [1]
  12. "Troménie de Saint-Thénénan"
  13. L'Eglise en pays de Brest, "L'ensemble paroissial Les Vallons de l'Aber Benoît"
  14. "Paroisse : pardon-de-saint-Thenenan" ouest-France
  15. La troménie de Gouesnou. Contribution à l'étude des minihis en Bretagne, Bernard Tanguy, Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest, 1984, Numéro 91-1, pp. 9-25
  16. Tro ar Relegoù e Landelo, Le Poher 07/05/2008
  17. Chanoine Paul Peyron, Pèlerinages, Troménies, Processions votives au diocèse de Quimper, Comptes-rendus, procès-verbaux, mémoires… de l'Association bretonne, Agriculture, Archéologie, 1912, p. 287
  18. La troménie d'Argol, J.-J. Kerdreux, Avel Gornog niv. 25, 2016

Liammoù diavaez kemmañ

Levrlennadur kemmañ