Menez Fruji
Ar Menez Fruji zo un dorgenn e karter Lokmaria, war glann gleiz ar stêr Oded e Kemper.
Menez Fruji | |
---|---|
Gwelet eus an Oded | |
Melestradur | |
Kevandir | Europa |
Stad | Bro-C'hall |
Bro | Breizh |
Departamant | Penn-ar-Bed |
Douaroniezh | |
Lec'hiadur | 47° 59′ 34″ N – 4° 06′ 11″ W |
Uhelder | 70 metr |
Abalamour d'ar menez-se eo e voe anvet Kemper « Montagne sur Odet » gant an dispac'herien da vare an Dispac'h gall, e dibenn an XVIIIvet kantved.
Gant korventenn veur ar 15 a viz Here 1987 e voe diskaret faou ar menez.