Gourc'hemennoù an Iliz
Gourc'hemennoù an Iliz eo anv ar reolennoù a rank ur c'hristen eus an Iliz katolik roman heuliañ hervez ar pezh a veze desket er c'hatekiz brezhonek. Kaoz zo enne eus ar sakramantoù, kofes, komuniañ, ha mont d'an oferenn.
El Levr a gelennadurez kristen (Kemper- Brest 1932) e kaver skrid ar gourc'hemennoù-se, pajenn 209.
Ar gourc'hemennoù
kemmañ6 zo anezho:
- 1
- Ar gouelioù-berz a santifii
- Neuze pep labour a lezi.
- 2
- Ha klev devot, a benn-da benn
- Sul ha gouel-berz an oferenn
- 3
- Ur wech er bloaz da vihanañ
- E kovesai hep nac'h netra.
- 4
- Ha da grouer a resevi
- Da Bask, devotañ ma c'helli
- 5
- Yun a ri an daouzek-deizioù
- Ar c'horaiz hag ar vijiloù.
- 6
- Kig nemet ur gouel-berz a ve
- Da Wener ne zebri morse.