Levr a gelennadurez kristen
Levr a gelennadurez kristen evit eskopti Kemper ha Leon zo ur c'hatekiz bet skrivet gant Yves-Marie Madec (1860-1932, bet moullet e Kemper e ti De Kerangal e 1884. Un displegadenn eo eus Katekiz eskopti Kemper ha Leon (Kemper, Salaun, 1883), goude un diverradenn eus istor ar sent ha heuliet gant listenn gouelioù an Iliz katolik roman.
Adembannet e voe e 1902 (De Kerangal, Kemper ha F. Paiilart, Abbeville).
Un trede embannadur, nevezet ha kresket a voe e 1932, moullet gant Moulerez Bro Kerne (sic), Kemper, ha gant Moulerez ar C'hourrier, Brest[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ Yann Celton : Leoriou ar baradoz – Approche bibliographique du livre religieux en langue bretonne, #1575244 p. 247, #1582 p. 245, #1591 p. 248 ; Association Bibliographie de Bretagne, Kemper, 2002 (ISBN 2-9515762-4-2)