Graikos
Graikos (gregach : Γραικός; Graecus en latin) a oa, hervez Ηοίαι ("Eoiai") Hesiodos, war-dro 650 kent JK, mab da Bandora (merc'h da z-Deukalion ha Pyrra ha merc'h-vihan Pandora), ha d'he serc'heg Zeus, ha c'hoar e oa da Hellen. Pandora ha Hellen-se gant he zri mab, Doros, Ksouthos (gant e vibien Ion, Ac'haios) hag Aiolos, a zo orin ar meuriadoù kozh a yeas da sevel ar bobl hellenat kozh.
Mojennoù diwezhatoc'h
kemmañHervez Stefan Bizantion eo mab da d-Thessalos e oa Graikos. Hervez Vergilius e oa breur da Latinus. Ur meuriad hellazek zo bet anvet Graesianed, hervez ar vojenn, diwar anv Graikos. Int a vije bet an Hellaziz kentañ o trevadenniñ Italia. Ar vro anvet Magna Graecia a zo bet anvet diwar o lerc'h. Gant al Latined e vez graet an anv-se ouzh an holl Hellened abalamour ma'z eo ar C'hresianed eo ar re gentañ eus an Hellened a voe anavezet gante.
Notennoù
kemmañ