Grant Lee Buffalo a oa ur strollad rock a Los Angeles, ennañ Grant-Lee Phillips (kan ha gitar), Paul Kimble (gitar-boud) ha Joey Peters (taboulinoù). Ar tri soner-mañ a oa bet e-barzh ur strollad arall e Los Angeles : Shiva Burlesque. 4 albom zo bet graet gete get ar strollad-se, an hani diwezhañ, "Jubilee" e 1998, hep Kimble, aet kuit ag ar strollad. Àr-lerc'h ar bladenn diwezhañ-mañ e voe freuzet ar strollad ha Phillips a gendalc'has get ur remzad solo en ur ober berzhig a-walc'h. E 2001 e teuas er-maez "Storm Hymnal", un dastumadeg sonennoù "single", rouez pe chomet diembann.

Liv ar sonerezh country a zo àr sonerezh Grant Lee Buffalo, get blaz America a-dra-sur (Neil Young pe Tim Buckley ha re 'rall), kaset get mouezh fromus Phillips. Politikerezh ha kudennoù ar gevredigezh a vez diskuilhet er pozioù (da skouer "Lone Star Song" en album "Mighty Joe Moon" hag a veneg seziz truezus Waco). Troiadoù sonadegoù get strolladoù bras o deus graet e-pad hanterenn gentañ ar bleioù 1990 (REM, Pearl Jam ha the Smashing Pumpkins).

Fuzzy (1993)

Mighty Joe Moon (1994)

Copperopolis (1996)

Jubilee (1998)

Dastumadoù :

kemmañ

Storm Hymnal (2001)