Timothy Buckley
Timothy Buckley a oa ur c'haner hag ur saver kanaouennoù ag ar Stadoù-Unanet. Ganet eo bet e 1947 hag aet da anaon e 1975 da heul kemer drammoù.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Tim Buckley |
Anv ganedigezh | Timothy Charles Buckley III |
Anv-bihan | Timothy Charles |
Anv-familh | Buckley |
Deiziad ganedigezh | 14 C'hwe 1947 |
Lec'h ganedigezh | Washington D.C. |
Deiziad ar marv | 29 Mez 1975 |
Lec'h ar marv | Santa Monica |
Abeg ar marv | opioid overdose, Mezventi |
Bugel | Jeff Buckley |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Bet war ar studi e | Loara High School |
Deroù ar prantad labour | 1966 |
Dibenn ar prantad labour | 1975 |
Benveg sonerezh | gitar, mouezh |
Pladennrolladur | Tim Buckley discography |
Tachenn | traditional folk music |
Label sonerezh | Elektra |
Lec'hienn ofisiel | http://www.timbuckley.com |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | American Society of Composers, Authors and Publishers |
Rummad tost | Category:Songs written by Tim Buckley |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
E vugaleaj
kemmañMab d'un Iwerzhonad, monet a reas da chom e meur a lec'h er Stadoù-Unanet (a bep tu d'ar vro, Los Angeles, Washington ...). Kroget e oa ged kaniñ ha seniñ er lise, diàr levezon Bob Dylan peurgetket. Digor e spered da sonerezhioù a bep seurt, kani Stockausen kement ha kani hengounel a vro India.
Prantad folk
kemmañSavet getañ ur strollad ged mignoned e sonas e-barzh festoù skol, ha diwezhatoc'h, ged ar brud, e-barzh tavarnioù e Los Angeles. Eno eo en em gavas get Frank Zappa. Dimeziñ a reas get Mary Guibert (ur mab a voe ganet a-benn nebeut, Jeffrey hag a vo graet Jeff anezhañ diwezhatoc'h, hag hemañ diwezhañ da vonet war roudoù e dad pemp ble àrnugent goude).
Redeg a ra ar brud, hag eñ da seniñ e-barzh tavarnioù ag ar choej. Engouestlet e voe get Elektra hag e bladenn gentañ a za er-maez a-benn nebeut (Tim Buckley didro !). Ur penn-oberennig eo dija, o kemenn ar penn-oberennoù meur a zay diwezhatoc'h.... Ur vouezh dibar ha kizidik da lakaat da leñvañ, ur sonerezh skañv met pinvidik ha rikamanet a-zoare avat, setu perzhioù dibar sonerezh ar paotr-se.
Ha eñ daet da vout ur mailh, kenderc'hel a ra da zigor bras e ziskouarn da bep seurt sonerezhioù, ha dreist-holl ar jazz (berzh a ra Miles Davies er mareoù-se, ha Thelonious Monk), hag an taboulinoù. Setu peadra da vagiñ e awen evit an amzer da zont. Tamm ha tamm e voe muioc'h a vejoñs e-barzh e sonerezh, a-drugarez d'an tredan ivez, hag a dap liv ar rock get benvigi a-zoare evit se (ograoù tredanel, gitar...). Setu dozvet getoñ ur bladenn arall : Goodbye and Hello, brav-meurbet ur wezh ouzhpenn.
Liv ar blues a zegas Tim e-barzh e donioù adalek 1968. Cheñch a ra liv e sonennoù kozh en e sonadegoù, a-zoc'h awen e spered d'ar mare-se, ha pinvidikaat kempennadur e sonennoù get ouzhpenniñ un doare gzilofon bras (vibrafon pe fraoñverezh) e-barzh ar jeu. Brav-tre e oa e bladennoù sonadegoù enrollet e London e 1968 (Dream letter ) ha gant ur vouezh ag ar re fromussañ. Ar bladenn Happy Sad a voe da heul, e 1969. Tostoc'h doc'h pezh a ra en e sonadegoù, sonet àr an toemm, hep re a gempennadurioù, blaz ar folk àr ar sonennoù el'kent, met blaz ar jazz iwez, sonennoù hiroc'h, huchadennoù, leñvadennoù get e vouezh ken fromus bepred. Berzh a reas e-touez selaouerion o divskouarn figus, met ne werzhas ket sammadoù pladennoù avat ! Ur brud mat en doa tapet memestra.
Prantad jazz/fusion/free
kemmañDre forzh furchal, arnodenniñ, diazeziñ levezonioù a bep tu, eh eas e sonerezh àr dachenn ar jazz free, get tonioù hir, hep lusk resis erbet enne, hep diskan, hag e vouezh d'ober he reuz bepred, àr un dro kreñv ha sklintin anezhi.
Diàr neuze e vez kaset e sonerezh get ur strollad dezhañ un arliv jazz.
Prantad Rythm'n'Blues/Funk
kemmañKaset e voe dre e gantreadennoù da lakaat druzoni e-barzh e oberennoù, da dañviñ ar blues met ne zaas ket ken brav getoñ, neoazh e vez kavet perlezennoù e-barzh èlkent ! Ur maread dic'hoanag pa ne vez ket peurgomprenet e arz get tud 'zo, ha eñ da lonkiñ muioc'h-mui, ha drammoù kreñvoc'h-kreñvañ da heul, peadra d'er c'has d'an anaon e penn kentañ an hañv 1975... Ha eñ tapet e 28 vle hepken.
Pladennoù
kemmañ- Tim Buckley 1966
- Goodbye and Hello 1967
- Happy Sad 1969
- Blue Afternoon 1970
- Lorca 1970
- Starsailor 1970
- Greetings from L.A. 1972
- Sefronia 1973
- Look at the fool 1974
ha pladennoù arall, daet er-maez àr-lerc'h marv Tim :
- Dream Letter (àr ar leurenn e London, enrollet e 1968)
- Peel sessions (en abadenn vrudet er radio e 1968)
- Live at the Troubadour (àr ar leurenn, 1969)
- Honeyman (àr ar leurenn, 1973)
- Work in progress (1999)
hag un nebeud re arall a zo c'hoazh, dastumadegoù pe enrolladennoù chomet diembann d'ar mare-se anezhe.