Guillaume Brouscon

Guillaume Brouscon a oa ur c'hartennour breizhat a veve er XVIvet kantved

Guillaume Brouscon a oa ur c'hartennour breizhat a veve er XVIvet kantved. Genidik e oa eus Konk-Leon.

Ur gartenn eus 1548 bet savet gant Guillaume Brouscon.
Kartenn eus ar bed, ma weler Amerika ha "Terra Java" (Aostralia ?), savet gant Guillaume Brouscon, 1543. En "Huntington Library" emañ ar gartenn-se e Los Angeles, e Kalifornia.

Labourat a reas e Dieppe, e Normandi, ma oa ur skol gartennourien anavezet en amzer-se. Gant Brouscon e voe embannet, e 1546, "Almanakoù" hag a voe implijet gant kalz moraerien eus Breizh, Bro-C'hall ha Bro-Saoz, abalamour d'an titouroù a oa enno diwar-benn ar mareoù.

Levrlennadur

kemmañ
  • Roger Hervé, Le pilote et cartographe Guillaume Brouscon, du Conquet vers 1540-1550, 1984
  • Hubert Michéa, Les cartographes du Conquet et le début de l'imprimerie. Guillaume Brouscon, une vie pleine de mystère, Société archéologique du Finistère, 1986
  • Hubert Michea, Le cartographe conquetois Guillaume Brouscon et la géopolitique: 1543-1548, Comité des Travaux Historiques et Scientifiques, Section d'Histoire des Sciences et des Techniques, Lyon, Cité de Savants, Paris, Editions du CTHS, 1988.
  • Louis Dujardin-Troadec, Les Cartographes bretons du Conquet : La navigation en images, 1543-1650. Brest, 1966

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.