Guy Dauphin Environnement
GDE, pe Guy Dauphin Environnement, zo ur gompagnunezh c'hall, diazezet e Normandi, e-kichen Caen, a ra war-dro prenañ lastez greantel ha kuzhat anezho en douar.
Mesket e vez ganto lastez a bep seurt evel evit kuzhat o gwir natur. Douaroù o deus prenet e meur a lec'h evit ober o labour sioul.
Breizh
kemmañE Breizh o deus prenet 330 devezh-arat e Plourae da verniañ lastez dañjerus . Daoust da enebiezh tud ar vro e c'hallfe ar prefed reiñ e aotre d'ar gompagnunezh. Raktresoù all zo gant ar gompagnunezh e Breizh, e Gwenvenez ha lec'hioù all.
Mell-droad
kemmañArc'hantet eo ar skipailh Stade Malherbe Caen Calvados Basse-Normandie gant GDE.
Liammoù diavaez
kemmañ- Labour GDE e Normandi ha keleier diwar-benn al lastez dañjerus diskoachet a lenner amañ: [[1]]
- Manifestadegoù zo bet haskeudennoù a weler amañ: [[2]]
- Ur film diwar-benn raktres ar GDE, embannet d'ar 17 a viz Mae 2008 gant Frañs 3 Breizh, a c'haller gwelout amañ: [[3]]
- Jean Kergrist o tiskuliañ labour ar gompagnunezh evit an endro
- Gilles Huet diwar-benn raktresoù ar GDE e Breizh
- GDE e Gwenvenez]