Gwendal zo ur strollad sonerien c'hall, ganet en 1972 e Pariz, euz al lanv sonerezhel keltiek (folk, folk-rock, jazz-rock) awenet gant sonerezh Iwerzhon ha sonerezh Breizh. 10 album embannet, saluded atao gant an dud a vicher hag ar selaouerien, Priz Akademiezh Charles-Cros evit Glen River, kantenn aour e bro-Spagn.

Gwendal e 2009

Krouet e oa bet ar strollad e 1972 gant Youenn Le Berre (fleüt, bombard) ha Jean-Marie Renard (gitar). War-lerc'h e teuas Bruno Barré (biolin), Patrice Grupallo (toserezh, amndolin) ha Roger Schaub (gitar boud) da enrollañ er strollad. O anv kentañ ne oa ket Gwendal an hini e oa met Soporific string band. Dre ma oa mare ar pop keltiek diouzh ar c'hiz e voe choazet un anv breizhekoc'h gant o zi-embann.

War o fladenn gentañ Irish Jig (1974) e klever levezon sonerezh Iwerzhon, met dija e klever bommoù jazzy oc'h ober o hent. Daoust da levezon ar pop-folk keltiek en e vog er mare-se ez eo kentoc'h levezon Ian Anderson pe Rahsaan Roland Kirk a santer war ar mod en deus Youenn Le Berre da seniñ.

Da genderc'hel...

Gwendal ha Bro-Spagn

kemmañ

Pladennoù

kemmañ
  • 1974 : Irish Jig
  • 1976 : Joe can't reel
  • 1977 : À vos désirs - Rainy day
  • 1977 : 4
  • 1981 : En Concert
  • 1983 : Locomo
  • 1985 : Danse la musique
  • 1989 : Glen river
  • 1995 : Pan Ha Diskan
  • 2005 : War Raog

Liammoù diavaez

kemmañ