Gwener Medici, pe Venere de' Medici en italianeg, zo un delwenn hellenek e marmor, 1,53m a uhelder dezhi, mennet da aroueziañ an doueez Afrodite, kizellet e dibenn ar I kantved kent JK, en Aten marteze, diwar batrom un delwenn arem, e doare Afrodite Knidos[1], a vije bet graet gant ur c'hizeller a laboure hervez giz Praksiteles

Ar Venus de' Medici

War ziskouez emañ e Mirdi an Ofisoù e Firenze (Italia).

Tennañ a ra da zelwenn Afrodite Knidos, gant he dorn dirak he gaol. Evelti e seblant an doueez bezañ o paouez diflukañ e-maez ar mor, hervez a zo damlavaret deomp gant an delfin e-harz he zreid, goude ma n'eo ket sur e oa al loen en delwenn arem orin.

Watelet oc'h ensellout ar Venus de' Medici, livet gant Greuze, war-dro 1765.

Delwennoù a-vremañ

kemmañ

N'eus delwenn ebet a vije bet graet kement a eildelwennoù diwarni evel ar Venus de' Medici. Ar roue gall Loeiz XIV en devoa pemp anezho, peder e marmor, gant Carlier, Jean-Jacques Clérion, Antoine Coysevox ha Nicolas Frémery, hag unan en arem, graet gant ar vreudeur Keller[2].

E 1844 e voe graet un delwenn, The Greek Slave, gant ar c'hizeller stadunanat Hiram Powers diwar batrom ar Venus de' Medici.

Levrlennadur

kemmañ
  • Francis Haskell and Nicholas Penny, Taste and the Antique: The Lure of Classical Sculpture 1500–1900 (Yale University Press) 1981
  • Guido Mansuelli, Galleria degli Uffizi: Le Sculture (Roma), 2 levrenn, 1958–61, vol. I, pp. 71–73.

Notennoù

kemmañ
  1. Mansuelli, Galeria degli Uffizi : Le Sculture
  2. Haskell ha Penny, Taste and the Antique: The Lure of Classical Sculpture, p. 325