Gwilherm VIII Poatev

Ur pennad Gwilherm VIII zo ivez.

Gwilherm VIII Poatev, ganet war-dro 1020 ha marvet en 1086, a oa kont Poatev ha dug Akitania, eus lignez ar Ramnulfided.

Dimezioù

kemmañ

Teir gwech e timezas:

  • e miz Genver 1044 da Garsende de Périgord, merc'h d'ar c'hont Aldabert II de Périgord, a roas dezhañ, en argouroù, gwirioù war dugelezh Gwaskogn, met bugel ebet n'o doe. Kas a reas anezhi d'ar gouent e 1058, da Saintes.
  • war-dro 1058/59 e timezas da Mathilde (n'ouzer ket piv e oa he zud), ha kas kuit a reas anezhi ivez war-dro 1068/69. Ur verc'h o doe :