Gwladus (santez)
Santez Gwladus a oa merc'h d'ar roue Brec'han, e Brycheiniog er VIvet kantved, hervez ar vojenn, hag ur santez vrezhon. Mamm e oa da sant Cadoc.
Etre mojenn hag istor
kemmañAnavezet eo dre buhezskridoù daou sant brezhon, hini Cadoc, savet war-dro 1100 gant Lifris[1] ha hini Sant Gwynllyw (war-dro 1120)[2] . Munudoù disheñvel a zo en daou skrid. Meneget eo anv Gwladus e rolloù rouaned Kembre ivez.
Hi eo an hini anavezetañ eus bugale niverus Brychan. Brudet e oa he c'hened, ha plijout a reas d'ar roue Gwynllyw a rene e Gwynllwg e kreisteiz Kembre. Hervez Buhez Kadog e nac'has he zad reiñ anezhi da Gwynllyw, ma teuas danvez e vab-kaer da gerc'hat e bried gant 300 soudard hag e kasas anezhi gantañ eus Talgarth.
Emgann a voe, met dont a reas ar roue Arzhur da lakaat fin d'an abadenn gant e varc'heien Cai ha Bedwyr.
Gwladus he doe ur mab, Cadoc, ar sant brudet, ha bugale all goude: Cynidr, Bugi, Cyfyw, Maches, Glywys II hag Egwine, sent anezho holl.
Un iliz zo en hec'h anv e Bargoed. Beziet e vije bet e Pont Ebbw.
Notennoù
kemmañ- ↑ Lifris, 'Vita sancti Cadoci)', Vitae sanctorum Britanniae et genealogiae, ed. and trans. A. M. Wade-Evans (1944), 24–141
- ↑ 'Vita sancti Gundleii', Vitae sanctorum Britanniae et genealogiae, ed. A. W. Wade-Evans (1944), 172–93