Brec'han (Brychan e kembraeg, Brocanus e latin, Brecon e saozneg) a oa kentañ roue Brycheiniog, unan eus broioù Enez Vreizh kozh, er Vvet kantved.

E vuhez kemmañ

Hervez ar buhezioù sent kozh e oa ganet Brec'han en Iwerzhon, hag e oa Anlach anv e dad, mab da Coronac, ha Marchel hini e vamm, a oa merc'h d'ar roue Tewdrig, en ur rouantelezh vihan e-kreiz Kembre, anvet Garthmadrun. Dre berzh e vamm pennhêrez eo e teuas e dad da vout roue eno.

Ur beleg, Drichan a oa e guzulier. Kaset e voe, hag eñ yaouank c'hoazh, evel den-gouestl, da lez roue Powys, a oa Banadl (banal) e anv, a-benn gwarediñ rouantelezh e dad. Ne gavas netra gwell eget gwallañ Banhadlwedd, merc'h ar roue, ha diwar se e voe ganet sant Cynog (Koneg, e brezhoneg).
Pa varvas e dad e tistroas da rouantelezh Garthmadrun, hag e voe ur roue kristen. E anv a roas d'ar rouantelezh a vo anvet Brycheiniog diwar neuze.
Lakaet eo bet da sant ha lidet e vez d'ar 5 a viz Ebrel.

Anv Brychan a vefe doare kembraek an anv iwerzhonek Broccán hag e dad-kozh Coronac a vefe un hen stumm d'an anv iwerzhonek Cormac. E buhez sant Cadoc, gant Lifris (c. 1100) ez eus anv eus Brychan o vrezeliñ ouzh Arzhur, Cai ha Bedivere abalamour m'en devoa ar roue Gwynllyw eus Gwynllwg skrapet e verc'h santez Gwladus eus e lez e Talgarth.

Skeudennoù kemmañ

En iliz Sant Neot, e Kernev-Veur e tiskouezer ur werenn-liv eus ar XVvet kantved ma weler Brec'han o terc'hel 11 bugel etre e zivvrec'h. Hiziv an deiz e vez kontet d'ar weladennerien eo skeudenn "Doue an tad gant eneoù war e varlenn".

Goueliet e vez Brec'han d'ar 6 a viz Ebrel.

Bugale Brec'han kemmañ

Hervez ar mojennoù (a zo kristen an holl anezho) e voe dimezet teir gwech ar roue Brec'han, hag ur ribitailh bugale dezhañ. Kement-se zo bet meneget e meur a zornskrid, en o zouez re William Worcester, John Leland ha Nicholas Roscarrock. An niver a vugale lakaet war e gont a ya eus 12 betek ...63. Met an niver meneget peurvuiañ eo 24.

Div listennad kemmañ

Meur a listennad zo, met div a zo dreist-holl: hini Kembre, ha hini Kernev-Veur.

An darn vrasañ eus ar vugale-se a seblant bezañ bet kristenien vat, ha bezañ aet eus Brycheiniog da avielañ Domnonea an hanternoz, da lavarout eo Kernev-Veur ha Devon a-hiziv.

Nemet n'eus ket emglev etre an div listennad.

Darn a lavarer emaint 'e Manau' ma'z eus bet kredet e c'halle bout Manaw Gododdin, da lavarout eo er vro a zo hiziv e kreisteiz Bro-Skos. Bremañ avat e soñjer kentoc'h en Enez Manav.

Marteze e oa kresket al listennadoù dre ma tremene an amzer, pendegwir e felle da dud zo (sent pe nann) bezañ diskennidi ur roue santel, bezañ izili eus Tiegezh Santel Breizh Veur.

Amañ e kavor anvioù bugale kavet en dornskridoù kozh: re Kembre, kernev-Veur, Iwerzhon pe Breizh evel ma'z int bet dastumet gant Early British Kingdoms website:

Mibion hervez Kembreiz kemmañ

Hervez Cognacio Brychan, De Situ Brecheniauc ha Jesus College MS20 en deus bet Brec'han digant e wragez Gwladys, Prawst, Rhybrawst hag Eurbrawst:

  • Cynog, Rhain Dremrudd, Clydwyn, Arthen, Papai, Dingad eus Llandingat, Berwyn ha Rhydog. Kavout a reer ivez (nemet n'int ket meneget en teir dihell war un dro:
  • Cynon, Pasgen, Cylflifer, Marthaerun ha Rhun.
  • Dihelloù all a Gembre a ra anv eus : Caian, Cynbryd, Cynfran, Cynin, Dogfan, Dyfnan, Dyfrig, Hychan, Llecheu, Neffei, Rhawin, Llofan, Llonio, Heilin, Afallach, Gwynnen ha Gwynnws.

Merc'hed hervez Kembreiz kemmañ

Hervez Kerneveuriz kemmañ

Hervez 'buhez sant Nectan' en deus bet Brec'han, digant e wreg Gwladys:


  • Adwen, Canauc (Cynog), Cleder (Clether), Dilic (Illick), Endilient (Endelienta), Helie, Johannes (Sion), Iona, Juliana (Ilud), Kenhender (Cynidr), Keri (Curig), Mabon pe Mabyn, Menfre (Menefrewy), Merewenne (Marwenna), Morewenna (Morwenna), Nectanus (Nectan), Tamalanc, Tedda (Tetha), Wencu, Wenheden (Enoder), Wenna (Gwen), Wensent, Wynup (Gwenabwy) hag Yse (Issey).

Hervez Robert Hunt, ar re amañ dindan a ziazezas e Kernev-Veur, a roas o anv d'un iliz, pe d'ur barrez:

  1. Johannes e St Ive (diasur)
  2. Endelient en Endellion
  3. Menfre e St Minver
  4. Tedda e St Teath
  5. Mabon e St Mabyn
  6. Merewenne e Marhamchurch
  7. Wenna e St Wenn
  8. Keyne e St Keyne
  9. Yse e St lssey
  10. Morewenna eMorwenstow
  11. Cleder e St Clether (gwelout Kleder, e Breizh?)
  12. Keri en Egloskerry
  13. Helie en Egloshayle (diasur)
  14. Adwen en Advent
  15. Lanent e Lelant

Hervez Iwerzhoniz kemmañ

Hervez Levr Leinster en deus bet Brec'han ar vugale-mañ digant Dína, merc'h roue ar Saozon: Mo-Goróc, Mo-Chonóc (Cynog, Koneg), Diraid, Dubán (Dyfnan), Cairinne (Caian), Cairpre, Iast, Ellóc (Dilic), Paan, Cáemán ha Mo-Beóc,

Hervez Breizhiz kemmañ

Hervez dihelloù a Vreizh e vije bet dimezet Brec'han da Menedoc merc'h da Constantine, roue ar Skoted. Genel a rejont Nennocha (marteze Ninnog, pe Ninnogan).

Lennegezh kemmañ

Tad e oa eta d'ur bern bugale, ha kement-se a gaver meur a wech el lennegezh-pobl, hep menegiñ ar Bibl pe diskennidi harozed Hellaz. Dont a reas an darn vuiañ anezho da vout sent, da sevel ilizoù. Meneg zo eus lignez Brec'han en Triadoù Enez Vreizh evel unan eus teir lignez sent Kembre (?), war un dro gant lignezoù Caw ha Cunedda.

Liammoù diavaez kemmañ