Ur sant brezhon e oa Cynon er VIvet kantved. Hervez an henskridoù e oa mab d'ar roue Brychan, a savas rouantelezh Brycheiniog hervez ar vojenn.

Lec'hioù

kemmañ

Skoliet e vije bet e Llancarfan ha Llanilltud Fawr dindan sant Cadfan. Hervez ur vojenn e vije deuet eus Breizh gant Cadfan da sevel ur manati en Ynys Enlli.

Ilizoù pe chapelioù dezhañ zo bet savet

E-tal Llanbister e Maesyfed edo Croes Cynon (ur maner bremañ) ha Craig Cynon war lez ur froud anvet Nant Cynon[1].

Tud all

kemmañ
  • Kemmesk a vez a-wechoù etre Cynon, ar sant, ha Cynon, mab Clydno Eiddin eus an Hanternoz kozh.
  • Anv zo ivez eus Cynon Fanaw, eus Enez Manav. Met gallout a rafe bezañ ar memes den evel ar sant, rak lidet e vezont d'an 9 a viz Du o-daou, hag ouzh penn e oa mab d'ar roue Brychan ivez.

Notennoù

kemmañ
  1. T. D. Breverton, The Book of Welsh Saints (Cyhoeddiadau Glyndŵr, 2000).