Disambiguation.svg Ur pennad Cynon zo ivez.

Cwm Cynon zo un draoñienn e kreisteiz Kembre, hag a zo bet pouezus en istor labour ar glaou e Kembre.

Distrig Cwm Cynon e 1974

Eus 1974 betek 1996 e oa un distrig, e-barzh Sir Forgannwg, etre traoñienn Rhondda ha hini Merthyr Tudful. Div gêr vras a oa er c'horn-bro : Aberdâr, en hanternoz, hag Aberpennar er c'hreisteiz.

E 1996 e voe lakaet e-barzh bwrdeistref Rhondda Cynon Taf.