Rhondda
Ar stêr Rhondda zo ur stêr e kreisteiz Kembre, e Morgannwg kozh, adstêr d'an Taf. Cwm Rhondda a vez graet eus an draoñienn (cwm e kembraeg). Brudet e oa evel bro ar glaou adalek an Patrom:XIXvetkantved betek ar bloavezhioù 1970, pa voe serret ar glaouegi. Dre Gerdiz e veze ezporzhiet ar glaou, ha kaset dre bevar c'horn ar bed, da Vreizh ivez (Sant-Nazer, An Oriant).
Rhondda
Stad | Rouantelezh-Unanet ![]() |
---|---|
E tiriad | Rhondda Cynon Taf, District of Rhondda ![]() |
Kontelezh istorel | Sir Forgannwg ![]() |
Daveennoù douaroniel | 51°36′57″N 3°25′3″W ![]() |
Kod pellgomz an takad | 01443 ![]() |
![Map](https://maps.wikimedia.org/img/osm-intl,a,51.615938888889,-3.4175222222222,300x300.png?lang=br&domain=br.wikipedia.org&title=Rhondda&revid=2109596&groups=_e7b3d46339ca691ae735876d8a16960cd44a9ab5)
Div Rhondda
kemmañDiv stêr ha div draoñienn zo e gwirionez.
- Rhondda Fawr "Rhondda Vras", a zo hec'h eienenn e-kichen Llyn Fawr, hag a red dre Gwm Rhondda da vetek an Tâf e-kichenik Pontypridd. Tremen a ra dre Vlaenrhondda, ma teu Nant y Gwair da aberiñ enni, hag alese dre Dreherbert, Treorci, Pentre, Ton Pentre, Ystrad Rhondda, Llwynypia, Tonypandy, Dinas Rhondda, Y Porth ha Trehafod.
- Rhondda Fach "Rhondda Vihan", a dremen dre Y Maerdy
Kan
kemmañ- Cwm Rhondda zo ur c'hantik brudet.
Tud
kemmañ- Rhydwen Williams, barzh ha romantour, oberour Cwm Hiraeth.