Haaretz (hebraeg :הארץ, a dalvez "ar vro") a zo unan eus teir c'hazetenn vroadel Israel. Krouet eo bet e Jeruzalem e 1919. Perc'hennet eo gant ar familh 3. Etre 1939 ha 1990 e voe diazezet pennmennozhioù ar gazetenn gant Gershom Schocken. En e blas e teuas Hanoch Marmari ha Yoël Esteron. War o lerc'h e teuas David Landau ha Tami Litani e 2004. Hiziv an deiz ez eo Amos Schocken hag a zo perc'henn anezhi. Trede kazetenn vroadel ar vro eo, goude Maariv ha Yedioth Ahronoth : brasoc'h eo levezon Haaretz evit an niver a skouerennoù gwerzhet. Ur gelaouenn eus an tu kleiz eo, klasel he stumm, damheñvel ouzh Le Monde pe c'hoazh International Herald Tribune. E-barzh Haaretz e kaver ivez pennadoù hag a sav a-du gant ar fet ez afe kuit ar yuzevien diouzh an tiriadoù aloubet, ha re all hag a sav a-du gant ar Balestiniz. A-fet relijion ez eo ur gelaouenn kentoc'h a-enep, hag enni e vez lakaet ar c'hudennoù relijiel da gudennoù ar gevredigezh.

Haaretz : stumm hebraek ha stumm saoznek

Kazetennerien vrudet Aozañ

An embregerezh Aozañ

Tro 75 000 skouerenn a vez moulet e-pad ar sizhun, ha tro 95 000 da Wener. Ur stumm saoznek a vez gwerzhet asambles gant International Herald Tribune. Evel forzh pe gelaouenn all e kaver stagadennoù enno pennadoù diwar-benn al lennegezh, an armerzh, pe ar sportoù. Evel holl gazetennoù Israel e kaver enni ur stagadenn embannet bep Gwener, hag anvet Mossaf Haaretz. Un ti-moulañ a zo perc'hennet ivez gant an embregerezh. En holl ez eo perc'henn war 15 kazetenn zisheñvel, en holl e talvez an embregerezh war-dro 100 milion dollar, met dleoù a zo.

Liammoù diavaez Aozañ