Ham (mab Noe)
Ham a zo, hervez Levr ar C'heneliezh, ur mab da Noah (pe Noe) ha tad Kenaan. Breur e oa da Shem ha Yafet, ha hervez levr ar C'heneliezh (9-18-19) e voe poblet an douar a-bezh ganto goude al Liñvadenn-veur. Hervez ar Bibl e "welas noazhder e dad" mezv-dall hag e reas goap outañ. Ur wech dihun, Noah a "ouezas ar pezh en devoa graet dezhañ e vab yaouankañ" hag e villigas anezhañ hag e ziskennidi. Setu e gomzoù hervez an destenn : "Milliget ra vezo Kenaan ! Servijer ar servijerion ra vezo evit e vreudeur !"/ Lavarout a reas ouzhpenn " "Benniget ra vezo an Aotroù, Doue Shem ! Ha ra vezo Kenaan servijer dezhañ ! Frankiz da roio Doue da Yafet ! Ha ra chomo e tinelloù Shem ! ha ra vo Kenaan servijer dezhañ !". Ne gomz ket ken an destenn eus Ham ha tu zo da soñjal e oa Kenaan "mab yaouankañ " Noah[1]. Shem a zo gwelet evel hendad Abraham (pe Abram pe Avram), da lavarout eo hendad ar Yuzevien hag an Arabed.
O vezañ ma vije bet Ham hendad Kenaaniz, met ivez Egiptiz, tud Etiopia ha Somalia, o deus klasket tud zo reiñ un diazez biblek d'o mennozhioù gouennelour en XIXvet kantved.
Daveoù
kemmañ- (fr) Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf (ISBN 2-204-04028-2) ha Nathan (ISBN 2-09-188100-7), 1990;
- (fr) La Bible de Jérusalem", Cerf, embannadur 1998 , ISBN 2-204-06063-1.
- (br) Ar Bibl, 1 Al Lezenn, troidigezh diwar an hebraeg gant Per ar Gall ha Job Lec'hvien, an Tour-tan, 1981.
Notennoù
kemmañ- ↑ "La Bible de Jérusalem", Cerf, embannadur 1998 , ISBN 2-204-06063-1.