Hansaviertel
Hansaviertel a zo anv ur c'harter eus Berlin, lec'hiet en arondisamant Berlin-Mitte abaoe adreizhadenn 2001.
A-raok an adreizhadenn-se e oa e karter Tiergarten.
Ar c'harter a-bezh pe dost a voe distrujet da vare an eil Brezel Bed, hag adsavet eo bet etre 1957 ha 1961. ur genstrivadeg savourien anvet Interbau a voe aozet, e-touez ar re a gemeras perzh e oa Alvar Aalto, Egon Eiermann, Walter Gropius pe c'hoazh Oscar Niemeyer.