Stad-rannvro Harar

(Adkaset eus Harar (rannvro))

Harar, anvet Stad-rannvro ar bobl harari ivez, zo unan eus 9 rann velestradurel (kellel) Etiopia. 311 km² eo gorread ar c'hellel-se hag Harar eo e bennlec'h.

Stad-rannvro Harar
Banniel Harar

Statud rannvro
Bro Etiopia
Kêr-benn Harar
Gorread 311 km²
Poblañs 183 344  (2007)
Stankter 590 ann./km²

An Oromoed a ya d'ober 52,3% eus poblañs ar Stad-rannvro, an Amharaed 32,6%, an Hararied 7,1% hag ar c'hGurageed (3,2%). An hararieg eo yezh ofisiel ar stad-rannvro-se.
ortodoks etiopian eo 48,5% eus ar boblañs, 44,6% zo muzulman, 6,1% protestant ha 0,49% katolik[1].

Notennoù

kemmañ