Hartmann Schedel (13 a viz C'hwevrer 1440 - 28 a viz Du 1514 e Nürnberg) a oa ur fizikour, denelour hag istorour alaman, hag unan eus ar gartennourien gentañ a implijas ar voullerezh. Gant Matheolus Perusinus e teskas.

Ur bajenn eus Kronikenn Nürnberg, ma weler Erfurt
Enez Rodos, engravadur, Hartmann Schedel, 1493

Schedel a zo brudet evit bezañ skrivet testenn Kronikenn Nürnberg (anvet ivez Schedelsche Weltchronik) embannet e Nürnberg e 1493. Un henvoulladur eo neuze. Soñjal a reer e voe urzhiet gant Anton Koberger. War al lodenn vrasañ eus kartennoù Kronikenn Nürnberg e weler kêrioù ha broioù evit ar wech kentañ, dre ma ne oueze ket kalz traoù an dud diwarno betek-henn. Kêrioù evel Kraków, Lübeck ha Neyß a zo taolennet e dibenn al levr.

El levr e kaver ivez ul lodenn diwar-benn istor rouantelezh Polonia hag hec'h orin (pajenn 263 : vom koenigreich Poln und seinem ursprung). Kregiñ a ra in istor gant Boleslaw Iañ Polonia ha n'eus meneg ebet eus Mieszko Iañ.

Azalek ar mare ma voe bet ijinet ar voullerezh gant Johannes Gutenberg e 1447 e voe aesoc'h lakaat moullañ levrioù ha kartennoù. Betek-henn e oa ker ha ral-tre al levrioù, dre ma vezent dornskrivet.

Dastum levrioù, oberennoù arzel hag engravadurioù a rae ivez. En un albom savet gantañ e 1504 e kaver pemp engravadur gant Jacopo de' Barberi, ar pezh a zo ur sikour bras evit sell ouzh deiziañ oberennoù de' Barbari.

Skeudennoù

kemmañ

Embannadurioù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Elisabeth Rücker: Hartmann Schedels Weltchronik, das größte Buchunternehmen der Dürerzeit. Verlag Prestel, München 1988. ISBN 3-7913-0876-9
  • Stephan Füssel (Hrsg.): 500 Jahre Schedelsche Weltchronik. Carl, Nürnberg 1994. ISBN 3-418-00372-9
  • Peter Zahn: Hartmann Schedels Weltchronik. Bilanz der jüngeren Forschung. In: Bibliotheksforum Bayern 24 (1996), 230-248
  • Christoph Reske: Die Produktion der Schedelschen Weltchronik in Nürnberg. Harrassowitz, Wiesbaden 2000. ISBN 3-447-04296-6

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ


Liammoù diavaez

kemmañ