Hatier
Ti-embann
Hatier zo un ti-embann gall e Pariz hag a ra war-dro embann levrioù-skol dreist pep tra. Hiziv eo ur gevrenn eus ar stroll-embann Hachette.
Savet e oa bet e 1880 gant Alexandre Hatier. Hiziv eo an trede embanner levrioù-deskadurezh e Bro-C'hall. 20 % eus an obererezh a vez graet er broioù estren, e Brazil, en Afrika (Aljeria, Maroko, ...) hag e Spagn.
Sez
kemmañEmañ sez Hatier en niverenn 8, rue d'Assas e VIvet arondisamant Pariz.
Kevrennoù
kemmañAr stroll-embann Groupe Alexandre Hatier (GAH) zo ennañ, ouzhpenn Hatier :
- an embannadurioù éditions Foucher, arbennikaet war an deskadurezh teknel ha micherel, ar greanterezh hag an trede gennad,
- an embannadurioù Didier, Didier FLE ha Didier Jeunesse,
- an embannadurioù Rageot, romantoù evit ar yaouankiz, gant an dastumad "Cascade" dreist-holl.