Havana a zo ur film saoznek, sevenet gant ar filmaozer stadunanat Sydney Pollack (1934-2008) e 1990.

Unan eus filmoù diwezhañ Pollack e oa, savet war-lerc'h Out of Africa (1985) hag a-raok The Firm (1993).

Ken tenn e oa an darempredoù etre Stadoù-Unanet Amerika (SUA) (George H. W. Bush ar prezidant anezhe) ha Kuba (Fidel Castro ar prezidant anezhi) d'ar c'houlz ma krogas Pollack gant e raktres film ma ne voe ket aotreet da filmañ e Kuba. Se zo kaoz e voe ret dezhañ mont da Republik Dominikan da gas e oberenn da benn.

Fichenn deknikel

kemmañ

An danvez

kemmañ

Emeur e 1958 hag emañ gouarnamant Batista (1901-1973) war e dalaroù ken diaes e teu da vezañ d'an arme guban talañ ouzh dispac'herien Fidel Castro er vro a-bezh. Paradoz ar c'hasterezh hag ar c'hoarioù a bep seurt ez eo La Habana[1], ar gêr-benn. C'hoari 'r c'hartoù eo micher Jack Weil hag el lestr-treizh a gas anezhañ da Guba e kej gant Roberta Duran, ur gaer a gubanez hag a asant Weil tremen he c'harr-tan dirak ar valtetourien ha tud ar servijoù kuzh kuban. Gwreg eo da Arturo Duran, unan eus pennoù bras an eneberien ouzh renad Batista. Paket eo Duran gant tud ar c'horonal Monecal ha redek a ra ar vrud eo bet drouklazhet goude bezañ boureviet gante. Ret eo da Jack Weil ober un dibab : chom neptu hag e-maez ar jeu pe reiñ sikour d'an Dispac'h ha, war un dro, d'ar vaouez e krog e galon da vezañ piket ganti...

Roll ar gomedianed

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Havana e saozneg.