Heinrich von Kleist
Heinrich von Kleist | |
---|---|
![]() Heinrich von Kleist | |
Obererezh | barzhonegoù, danevelloù, c'hoariva |
Ganedigezh | 18 a viz Here 1777 e Frankfurt (Oder) |
Marv | 21 a viz Du 1811 e lenn Wannsee e-kichen Potsdam |
Yezh skrivañ | alamaneg |
Luskad lennegel | romantelezh |
Oberennoù pennañ | |
| |
Sinadur | ![]() |
kemmañ ![]() |
Heinrich von Kleist (18 a viz Here 1777 e Frankfurt (Oder) – 21 a viz Du 1811 e lenn Wannsee) a zo ur skrivagner hag ur c’hoarivaour alaman.
E vuhezAozañ
Kleist a voe ganet en ur familh soudarded. Studiañ a reas e Frankfurt betek mont en arme e 1792. E 1793 e kemeras perzh e emgann hag e kaeladur Mainz. Beajiñ a reas en Europa hag e skrivas meur a bezh-c’hoari, hini ebet anezho a voe leurenniet e-keit ma voe bev. Kazetennoù lennegezh a grouas ivez, berrbad an holl anezho. Soñjal a reas d’ar C’hallaoued e oa Kleist ur spier, ha bac’het e voe e-pad meur a viz e kreñv-lec’h Joux e 1807. Ur c’hwitadenn e voe e bezh-c’hoari diwezhañ anvet Prinz Friedrich von Homburg’’ hag en em zistrujas er 'Pfaueninsel (enezenn ar pauned, lenn Wannsee, nepell diouzh Potsdam) e 1811 goude bezañ tennet war e vignonez Henriette Vogel (ur c’hign-bev he doa). War e vez e c’haller lenn ur werzenn tennet eus Prinz Friedrich von Homburg’’ : " Nun, o Unsterblichkeit, bist du ganz mein " (Bremañ, O divarvelezh, out din penn-da-benn!)
Kleist hag skrivagnerien allAozañ
Gant Stefan Zweig ez eus bet savet ur pennad diwar-benn buhez Kleist en e levr anvet Ar stourm a-enep d’an diaoul” (1925).
Kenskriverezh klok 1793 - 1811Aozañ
Un deizlevr anvet “Istor ma enez” a zo bet skrivet gant Kleist, met ne chom roud ebet anezhañ. En e genskriverezh e c’haller kavout un nebeud titouroù diwar e benn. Daoust m’eo gwelet hiziv an deiz evel unan eus skrivagnerien bouezsuañ Alamagn eo bet disprizet gant Goethe pa oa bev. Ne blijas ket kalz d’ar romantelerien ivez. N’eus nemet Nietzsche a voe dedennet gant e oberenn, hag anv a gaver e oberenn Nietzsche eus ul izher sakrivet gant Kleist, ennañ e kont penaos eo bet digalonekaet goude bezañ lennet testennoù Immanuel Kant.
E oberennAozañ
- Robert Guiskard, Herzog der Normänner (tammoù),
- Die Familie Schroffenstein
- Der zerbrochne Krug
- Amphitryon,
- Das Erdbeben in Chili
- Morgenblatt für gebildete Stände
- Die Marquise von O…
- Phöbus
- Die Hermannsschlacht
- Penthesilea'
- Das Käthchen von Heilbronn oder Die Feuerprobe. Ein großes historisches Ritterschauspiel
- Michael Kohlhaas. Aus einer alten Chronik
- Katechismus der Deutschen
- Das Bettelweib von Locarno
- Die heilige Cäcilie oder die Gewalt der Musik. Eine Legende
- Über das Marionettentheater
- Über die allmähliche Verfertigung der Gedanken beim Reden
- Die Verlobung in St. Domingo
- Der Findling
- Der Zweikampf
- Prinz Friedrich von Homburg oder die Schlacht bei Fehrbellin