Heklev Moskva
Heklev Moskva (rusianeg Эхо Москвы Ekho Moskvy) a zo unan eus ar chadennoù skingomz dizalc'h kentañ a voe savet e Rusia. D'an 22 a viz Eost 1990 e voe skignet an abadenn gentañ ; "Radio-M" e oa anv ar chadenn d'ar mare-se.
Hiziv an deiz e vez skignet en un tregont rannvro bennak eus Rusia hag ivez e Riga (Latvia), Bichkek (Kirgizstan) hag e Chicago (SUA), 24e/24.
Politikerezh, istor, sevenadur ha sportoù eo a ya d'ober korf an abadennoù pennañ. Ouzhpenn da se ez eus abadennoù kaset gant aozerien, hag ivez abadennoù dielfennañ ar gevredigzh rusian. Diwar stadegoù e ouezer e vez selaouet gant 600 000 den e ||Moskva]] ha gant war-dro 1,5 milion a dud er peurrest eus Kevread Rusia.
- 66% eus kevrannoù ar chadenn a zo perc'hennet gant Gazprom Media, ar peurrest anezho a zo dasparzhet etre ar c'hopridi a zo e penn ar chadenn.
Luganoù
kemmañ- Свободное радио для свободных людей, "Ur skingomz dizalc'h evit tud dizalc'h"
- Слушайте радио, остальное – видимость, "Selaou ar skingomz, gweled nemetken eo ar peurrest"
Deiziadoù pennañ
kemmañ- 9 a viz Eost 1990 : enrolladur ofisiel krouidigezh ar chadenn skingomz
- 22 a viz Eost 1990 : skignadenn gentañ
- 19-22 a viz Eost 1991 : skignañ diaes ha stanket a-wechoù diwar urzh Kuzul stad ar stad a reuziad
- 1994 : penn-kentañ ar skignañ 24e/24
- 1997 : skignañ dre internet
- 1998 : Heklev Moskva ebarzhet e Media-Most, Aleksei Venediktov dilennet e penn
Gwagennoù
kemmañ- Moskva — 73,82 MHz, 91,2 MHz
- Riga — 102,7 MHz
- Sant-Petersbourg — 91,5 MHz
- Chicago — 1330 kHz
Liammoù diavaez
kemmañ- Lec'hienn ofisiel
- Selaou war-eeun dre internet
- David Remnick : Echo in the Dark: A radio station strives to keep the airwaves free, The New Yorker, 22 a viz Gwengolo 2008