Helmut Fritz eo anv-kaner Éric Greff[1], ur c'haner gall eo, a orin eus Béning-lès-Saint-Avold (Moselle). Ganet eo d'an 19 a viz Gouere 1975 e Forbach. Brudet eo bet gant e single Ça m'énerve, ur ganaouenn sonerezh tredan, deuet er-maez e 2009. Kemer a ra perzh ur c'haner alaman. Laurent Konrad eo ar produer[2].

E bladenn gentañ, En Observation, a zo deuet er-maez d'an 22 a viz Even 2009 er stalioù ha d'ar 15 a viz Even 2009 e stumm niverel[3].

Buhezskrid faos

kemmañ

Evit tostaat an anv-kaner d'ar ganaouenn Ça m'énerve eo bet ijinet an dudenn Helmut Fritz gant ur buhezskrid faos.

Ganet e vije e Reinbek (Alamagn), Helmut Günter von Fritz e vije mab nemetañ Rudy von Fritz hag Annegret Spiegeln.

E dud a vije perc'henn Fritzhoff, un embregerezh bihan da sevel stammennoù, a-drugarez d'o embregerezh e c'hounezont un tamm arc'hant. Eürus e vevont memes tra.

E 1998 e vije marvet tad-kozh Helmut, ar baron Titten von Fritz, pavatet e vije bet gant ur pemoc'h-gouez pa oa o chaseal. Helmut eo pennhêr 300 milion a deutschemark. Pinvidik met pizh hag e pren ur vespa rankontr, reiñ a ra peadra d'e dud hag ez a kuit eus Alamagn.

Mont a ra da vevañ da Bariz, a-drugarez d'an arc'hant en deus bet e krog da gaout ur vuhez mondian ha da brofitañ eus tiez-debriñ a galite Pariz. Dibab a ra ivez gwiskañ dilhad neo-dandy flamm. Kregiñ a ra memes tra ar vuhez nevez-se da vezañ ur pouez evitañ (termeniñ a ra e vuhez evel, un vie d'« heureux porte-monnaie »).

E 2009 eo re evitañ, enoeet betek re eo. Re a nozvezhioù dibaouez, a festoù, a haute couture... Fuloret ruz eo ! C'hoant en deus komz gant unan bennak, ha setu e kej gant an DJ Laurent Konrad pa oa o c'hortoz dirak Virgin Galactic. An soner-mañ a ginnig dezhañ enrollañ e vuhez dindan stumm ur ganaouenn.

Pladennrolladur

kemmañ

Pladenn

kemmañ
En Observation (2009)
  1. Opening
  2. Ça m'énerve
  3. Tu l'as pas créé tu le vends
  4. Ça gère
  5. 07h45
  6. Miss France
  7. Partout
  8. Burn out
  9. Mister Hype
  10. Yellow Safety Jacket
  11. Le Plein des sens
  12. 16.01.74
  13. Ça m'énerve (VIP Dub Mix)

Singles

kemmañ

Ar single Ça m'énerve, ingalet gant Sony Music Entertainment a zo deuet er-maez e miz Meurzh 2009. Helmut Fritz a implij an name dropping, en ur venegiñ ar bar hôtel Costes, ar merkoù dilhad Zadig & Voltaire ha Billionaire Couture hag ar merk botoù Jimmy Choo.

  1. Ça m'énerve (Radio edit)
  2. Ça m'énerve (Extended mix)
  3. Ça m'énerve (VIP dub mix)
  4. Partout (deuet er maez d'ar 26 a viz Mae 2009)
  5. Ça gère (deuet er maez d'ar 2 viz Mezheven 2009)
  6. Miss France (deuet er maez d'ar 9 viz Mezheven 2009)
  7. Buezhskrid video
  8. Clip video
  9. 16.01.74
  10. Le Plein des sens
  11. Tu l'as pas créé tu le vends
Bloavezh Singles Renkamant ar werzhadennoù Pladenn
  Bro-C'hall   Belgia   Suis
2009 Ça m'énerve 1 3 8 En Observation
Miss France 7 15 55
2010 Ça Gère 14

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ