Henry Dunant

(Adkaset eus Henri Dunant)

Henry Dunant (a-wechoù Henri Dunant, 8 a viz Mae 1828 e Geneva - 30 a viz Here 1910 e Heiden) a oa un den a afer denelour suis, diazezour ar Groaz Ruz etrebroadel.

Henry Dunant
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSuis, Frañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJean Henry Dunant Kemmañ
Anv-familhDunant Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Mae 1828 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGeneva Kemmañ
Deiziad ar marv30 Her 1910 Kemmañ
Lec'h ar marvHeiden Kemmañ
Deiziad douarañ pe deviñ2 Du 1910 Kemmañ
Lec'h douaridigezhCemetery Sihlfeld, Grave of Henry Dunant Kemmañ
TadJean Jacques Dunant Kemmañ
MammAnne Antoinette Colladon Kemmañ
Breur pe c'hoarPierre-Louis Dunant Kemmañ
Priedtalvoud ebet Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherembreger, skrivagner, organizational founder, merchant Kemmañ
Tachenn labourphilanthropy, aid agency Kemmañ
ImplijerCompagnie genevoise des colonies suisses Kemmañ
Bet war ar studi eCollège Calvin Kemmañ
Lec'h annezCuloz, Geneva, Heiden, Pariz, Stuttgart Kemmañ
RelijionProtestantiezh Kemmañ
Contributed to creative workPopular Science Kemmañ
Oberenn heverkA Memory of Solferino, Notice sur la régence de Tunis Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ

E-pad ur veaj aferioù e miz Even 1859 e oa e-kichen kêr italian Solferino. Dizoleiñ a reas freuz denel Emgann Solferino, an trec'h aet gant Napoleon III. Diouzh e gantouez e skrivas ul levr anvet Un souvenir de Solférino, embannet e 1862. Bloaz goude e oa e-touez ar re a ziazezas e Jeneva Komite etrebroadel ar sikour d'ar soudarded gloazet, anvet adalek 1876 Komite etrebroadel ar Groaz-Ruz. Daveiñ a reas Kenemglevioù Geneva kentañ d'e ginnigoù pa oa peurwiriekaet e 1864. Roet e voe priz Nobel ar Peoc'h kentañ dezhañ ha da Frédéric Passy e 1901.

Mab henañ e oa, gant daou vreur ha div c'hoar. E Geneva e oa e familh o chom. Stourmerien war an dachenn sokial e oa e dud. Kristenien brotestant kalvinat e oant. An atebegezh sokial a voe kelennet abred ganto d'o bugale.

Kregiñ a reas Henry Dunant da labourat evit ur bank. E 1853 ez eas da veajiñ da Aljeria, Tunizia ha Sikilia. Klask a reas lakaat e aferioù da greskiñ e Saint-Arnaud (El Eulma hiziv hon deiz, e bro Setif). E miz Ebrel 1859 e teuas da vezañ gall. Er memes bloavezh ez eas da Solferino, ur gêriadenn nepell diouzh lenn Garda e Lombardia. Heuget e voe gant ar pezh a welas eno : 38000 den marvet pe c'hloazet, hep den ebet da sikour anezho. Klask a reas aozañ an deborzhioù kentañ gant tud ar vro. Ar c'hantouez daraezus-mañ eo ar pezh a laka anezhañ da zisplegañ spouronioù ar brezel en e skridoù.

Diskrivañ a reas en e levr Un souvenir de Solférino, ar pezh en doa gwelet war an dachenn-vrezel, ha displegañ a reas ivez e rankfe aozadurioù etrebroadel neptu ha savet gant tud a youl-vat bezañ aotret da sikour ar c'hloazidi. Skignet e voe ar mennozh nevez-se e Suis hag en Europa a-bezh. Un nebeud ersavioù negativel a voe, e Bro-C'hall dreist-holl. A-benn ar fin e voe krouet Komite etrebroadel ar sikour d'ar soudarded gloazet e 1863 e Geneva. Stourm a reas Henry Dunant en Europa a-bezh evit diorren an aozadur.

Kozh e oa dija pa voe roet Priz Nobel ar Peoc'h dezhañ e 1901. Mervel a reas d'an 30 a viz Here 1910 en ospital Heiden, war ribl Lenn Konstanz.

Kalz levezon en deus bet e vennozhioù war ar gwir hag emdroadur ar gevredigezh.