Henri Dyèvre a oa un ofisour uhel eus Morlu Frañs, ijinour hidrografour jeneral a gentañ klas (eilamiral), dastumer lec'hanvioù brezhonek.

E vuhez

kemmañ

Ganet eo bet d'an 21 a viz Kerzu 1893 e Gwened. Aet eo da Anaon d'an 28 a viz Mae 1982 e 16vet arondisamant Pariz. Beziet eo bet e Poullaouen d'an 2 a viz Mezheven 1982.

Mab oa da Jean-Baptiste Dyèvre, genidik eus Landevenneg ha da Henriette Marchais, genidik eus Daoulaz.

Studiañ a reas e skolaj Sant-Frañsez-Zavier e Gwened ha goude e Skol ar Mor evit dont da vezañ ofisour er Morlu. Dont a reas e-maez eus ar Skol e 1912, kentañ eus e rummad.

Prantadoù en deus bet war listri brezel, prantadoù all o kelenn e Skol ar Mor pe o labourat e servijoù ar Morlu.

Bet eo bet war vourzh ar morreder Descartes e miz Genver 1914. Diwezhatoc'h e 1914 edo war ar vag-kanoliañ La Zélée e Tahiti. Betek 1917 e do war ar Montcalm er Mor Ruz hag e Mor an Antilhez.

E 1918 e voe kaset da Greizenn-vor Savannah (Stadoù-Unanet).

E 1928-1929 e voe kabiten ar bagoù-kanoliañ La Vaillante ha L'Engageante evit ren labourioù hidrografiezh war aodoù Norzh Bro-C'hall.

E Tunizia edo etre 1940 ha 1942.

Anvet eo bet penn-ijinour hidrografour e 1941, ijinour hidrografour jeneral a eil klas d'an 8 a viz Gouere 1942, ijinour hidrografour jeneral a gentañ klas d'an 23 a viz Mezheven 1948.

E penn Servij Hidrografiezh ar Morlu eo bet betek fin e amzer labour (adalek 1946 hervez Akademiezh Skiantoù Tramor, adalek 1953 pe war-dro evit EspaceTraditions/École Navale)

Labour evit ar brezhoneg

kemmañ

Gloazet e voe e Tahiti e-kerzh emgann Papeete d'an 22 a viz Gwengolo 1914. Eno e teskas brezhoneg war e wele ospital.

E 1921-1924 e roas skoaz da Ber Mokaer dre skrivañ pennadoù gallek evit Buhez Breiz.

Ren a reas ur skipailh karget da studiañ anvioù-lec'h a-hed an aod tro-war-dro da Drebeurden e 1950. Reiñ a reas lusk d'al labour dastum an anvioù-lec'h a-hed aodoù Breizh.

Enorioù

kemmañ

Komañdour Lejion a enor Frañs (1949)

Ofisour an Deskadurezh Publik.

Roet dezhañ medalenn a eil klas servijoù soudardel a-youl-vat e 1936.

Dilennet ezel eus rann kentañ Akademiezh ar Skiantoù Tramor d'an 21 a viz Kerzu [[1951]).

Komañdour an Dellezegeh a vor (1953).

Mammennoù

kemmañ
  • Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien gant Lukian Raoul, Al Liamm,1992, 432 b, skeudennoù.ISBN 2-7368-0034-6
  • Lec'hienn Espace Traditions/École Navale
  • Lec'hienn Akademiezh Skiantoù Tramor (Académie des Sciences d'Outre-mer)