Henry Dunant
Henry Dunant (a-wechoù Henri Dunant, 8 a viz Mae 1828 e Geneva - 30 a viz Here 1910 e Heiden) a oa un den a afer denelour suis, diazezour ar Groaz Ruz etrebroadel.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Suis, Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Jean Henry Dunant |
Anv-bihan | Henry |
Anv-familh | Dunant |
Deiziad ganedigezh | 8 Mae 1828 |
Lec'h ganedigezh | Geneva |
Deiziad ar marv | 30 Her 1910 |
Lec'h ar marv | Heiden |
Deiziad douarañ pe deviñ | 2 Du 1910 |
Lec'h douaridigezh | Cemetery Sihlfeld, Grave of Henry Dunant |
Tad | Jean Jacques Dunant |
Mamm | Anne Antoinette Colladon |
Breur pe c'hoar | Pierre-Louis Dunant |
Pried | talvoud ebet |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | embreger, skrivagner, organizational founder, Marc'hadour |
Tachenn labour | philanthropy, aid agency |
Implijer | Compagnie genevoise des colonies suisses |
Bet war ar studi e | Collège Calvin |
Lec'h annez | Culoz, Geneva, Heiden, Pariz, Stuttgart |
Relijion | Protestantiezh |
Contributed to creative work | Popular Science |
Oberenn heverk | A Memory of Solferino, Notice sur la régence de Tunis |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
E-pad ur veaj aferioù e miz Even 1859 e oa e-kichen kêr italian Solferino. Dizoleiñ a reas freuz denel Emgann Solferino, an trec'h aet gant Napoleon III. Diouzh e gantouez e skrivas ul levr anvet Un souvenir de Solférino, embannet e 1862. Bloaz goude e oa e-touez ar re a ziazezas e Jeneva Komite etrebroadel ar sikour d'ar soudarded gloazet, anvet adalek 1876 Komite etrebroadel ar Groaz-Ruz. Daveiñ a reas Kenemglevioù Geneva kentañ d'e ginnigoù pa oa peurwiriekaet e 1864. Roet e voe priz Nobel ar Peoc'h kentañ dezhañ ha da Frédéric Passy e 1901.
Buhez
kemmañMab henañ e oa, gant daou vreur ha div c'hoar. E Geneva e oa e familh o chom. Stourmerien war an dachenn sokial e oa e dud. Kristenien brotestant kalvinat e oant. An atebegezh sokial a voe kelennet abred ganto d'o bugale.
Kregiñ a reas Henry Dunant da labourat evit ur bank. E 1853 ez eas da veajiñ da Aljeria, Tunizia ha Sikilia. Klask a reas lakaat e aferioù da greskiñ e Saint-Arnaud (El Eulma hiziv hon deiz, e bro Setif). E miz Ebrel 1859 e teuas da vezañ gall. Er memes bloavezh ez eas da Solferino, ur gêriadenn nepell diouzh lenn Garda e Lombardia. Heuget e voe gant ar pezh a welas eno : 38000 den marvet pe c'hloazet, hep den ebet da sikour anezho. Klask a reas aozañ an deborzhioù kentañ gant tud ar vro. Ar c'hantouez daraezus-mañ eo ar pezh a laka anezhañ da zisplegañ spouronioù ar brezel en e skridoù.
Diskrivañ a reas en e levr Un souvenir de Solférino, ar pezh en doa gwelet war an dachenn-vrezel, ha displegañ a reas ivez e rankfe aozadurioù etrebroadel neptu ha savet gant tud a youl-vat bezañ aotret da sikour ar c'hloazidi. Skignet e voe ar mennozh nevez-se e Suis hag en Europa a-bezh. Un nebeud ersavioù negativel a voe, e Bro-C'hall dreist-holl. A-benn ar fin e voe krouet Komite etrebroadel ar sikour d'ar soudarded gloazet e 1863 e Geneva. Stourm a reas Henry Dunant en Europa a-bezh evit diorren an aozadur.
Kozh e oa dija pa voe roet Priz Nobel ar Peoc'h dezhañ e 1901. Mervel a reas d'an 30 a viz Here 1910 en ospital Heiden, war ribl Lenn Konstanz.
Kalz levezon en deus bet e vennozhioù war ar gwir hag emdroadur ar gevredigezh.