Henry Jenner (1848-1934) a oa unan eus adsaverien ar c’herneveg hag un den desket-bras war ar yezhoù keltiek.

Ganet e voe Jenner e Plew Golom (St Columb Major), e Kernev-Veur, d’an 8 a viz Eost 1848. Mab e oa da Henry Lascelles Jenner, a oa kure ar barrez. E 1869 e teuas Jenner da vezañ kargiad el Lez Uhel ha daou vloaz diwezhatoc’h e voe anvet war ur post e Rann an dornskridoù kozh er British Museum, pa oa person e dad e Wingham, e-kichen Canterbury.

Abaoe e vugaleaj e oa dedennet gant ar c’herneveg ha gant ar yezhoù keltiek all. E 1876 e reas ur brezegenn diwar-benn ar c’herneveg. E 1877 e tizoloas un dornskrid er British Museum, ennañ 42 linenn, un tamm eus ur pezh-c’hoari skrivet e kerneveg eus 1450.

E 1903 e teuas da vezañ ezel eus Goursez Breizh ha sevel a reas ar gevredigezh gernevek kentañ, "Cowethas Kelto-Kernuak". Er bloavezh war-lerc’h e c’houlennas ma vije degemeret Kernev-Veur er C'hendalc'h Keltiek, a oa bodet da neuze e Caernarfon e Kembre.

Ur pennadig goude-se e embannas e Handbook of the Cornish Language (« dornlevr ar c’herneveg ») : deroù adsav ar c’herneveg e oa. Dibabet en doa evit-se ur stumm eus ar c’herneveg evel ma veze komzet e kornôg Kernev-Veur en XVIIIvet kantved. E ziskiblien, evel Robert Morton Nance, a gavas gwelloc’h en em ziazezañ war ar yezh evel ma veze kaozeet er Grennamzer.

E 1909 ez eas war e leve e Heyl, bro e wreg, hag e miz Genver 1912 e voe dilennet da levraoueger Levraoueg Morab e Pennsans, d’ober war-dro an dalc’had skridoù a denne da Gernev-Veur, betek 1927. Bet e voe ezel ivez eus meur a gevredigezh ouiziek evel ar Society of Antiquaries of London, ar Royal Cornwall Polytechnic Society hag ar Royal Institution of Cornwall[1]. Mervel a reas d’an 8 a viz Mae 1934.


Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. Peter W. Thomas, ‘Jenner, Henry (1848–1934)’, Oxford Dictionary of National Biography, online edn, Oxford University Press, May 2005 accessed 15 Nov 2007