Robert Morton Nance
Unan eus adsaverien ar c’herneveg e voe Robert Morton Nance (1873-1959).
Ganet e voe e Kerdiz, e Kembre, en ur familh eus Kerne-Veur. Goude studioù uhel e Bro-Saoz hag e Pariz ez eas da Gerne-Veur da chom e 1906 hag eno e reas e annez e kêriadenn Nankledra etre Pennsans ha Porth Ia.
A-gevret gant Henry Jenner e savas an Old Cornwall Society (Kowethas Kernow Goth), ur gevredigezh evit plediñ gant yezh ha sevenadur dibar Kerne-Veur, e Porth Ia, e 1920. Pevar bloaz war-lerc’h e oa meur a Old Cornwall Society dre ar vro ha savet e voe ar Federation of Old Cornwall Societies. Pennskrivagner ar gelaouenn Old Cornwall/Kernow Goth, embannet gant ar gevredigezh, e voe e-pad meur a vloaz.
Morton Nance a voe ivez unan eus saverien Gorseth Kernow, un ensavadur barzhed ha drouized krouet war skouer Gorsedd Kembre.
Anavezet eo dreist-holl abalamour d’e levr Cornish for all, un hentenn evit deskiñ kerneveureg, en doa desket e-unan gant levr Henry Jenner, ‘’A handbook of the Cornish language’’ a oa deuet er-maez e deroù an XXvet kantved. E 1955 e teuas er-maez e c’heriadur kerneveg-saozneg, a voe e-pad pell ur geriadur dave evit ar c’herneveureg. A-hed e vuhez e savas c’hoazh meur a skrid all er yezh-se.
Mervel a reas e Heyl d’an 28 a viz Mae 1959.
Labourioù
kemmañ- Cornish for all: A guide to unified Cornish, Federation of Old Cornwall Societies, 1929 (adembannet meur a wech war-lerc’h).
- Cornish-English Dictionary, Federation of Old Cornwall Societies, 1955.
Levrlennadur
kemmañ- R. Morton Nance, gant Roparz Hemon, Ar Bed Keltiek, niv. 7, 1959 (adembannet war Al Liamm niv. 75)
- Keltia e kañv : marv Morton Nance, Hor Yezh, niv. 8, 1959