Hent ar Barados
Hent ar Barados pe "Ar gwir voyen da savetei e ene" zo ul levr katoligiezh e brezhoneg. Skrivet e vefe bet gant ar beleg Alan Dumoulin (1748-1811), genidik eus Lañveog[1]. Embannet e voe teir gwech : e 1805 e ti Derrien, e Kemper, e 1821, hag e 1834 e ti Blot, mouller an eskopti, e Kemper ivez.
Teir a rann zo el levr:
- Ar gwir voyen da savetei e ene.
- Canticou spirituel.
- Buaez emeus kalz saent eus a Vreiz. Al lodenn diwezhañ-mañ a denn d'ar pezh a gaver e Buhez ar Sent abaoe 1752.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Hervez Le grand terrier : [http://grandterrier.net/wiki/index.php?title=Alan_Dumoulin_(1748-1811)_gant_Loeiz_Lokournan%2C_Arvor_1947