Herero
An darn-vrasañ eus an Hereroed zo o chom e mervent Afrika, en ur vro anvet Namibia. Ar re all zo o chom e Botswana pe Angola.
Etre an 17vet hag an 18vet kantved he deus divroet ar bobl herero betek al lec'h a vez anvet hiziv Namibia hag int staliet evel mesaerien.
Anavezet int bet a-drugarez d'ar Portugalad Bartolomeu Dias, ur moraer en deus tremenet Kab ar Spi Mat e 1488. Kalz a Europeaned zo deuet da c'houde. E 1878 e oa deuet an Alamanted met kalz a vo a-enepto dre ma kemerint an douaroù evit an tiez-feurm.
E 1904 e oa en em savet ar bobl Herero a-enep d'an drevadennerien alaman. Kastizet int bet war urzh ar jeneral Lothar von Trotha ha lazhet kalz anezhe. Abalamour da se eo tremenet o niver eus 80 000 da 15 000 a Hereroed.
Yezh
kemmañKomz a reont ar yezh Herero (Otjiherero a vez graet anezhi), ur yezh Bantu eo.
Meur a rannyezh disheñvel zo ha komprenus int peurliesañ an eil gant egile.
Gant an Herero standard e vez graet er mediaioù namibian hag er skol.
Sevenadur
kemmañDaouduek eo o sistem diskennadur. An hêrezh a zeu diouzh an tad ha diouzh ar vamm er memes tro.
An Herero-ed a zo peurliesañ saverien loened hag o statud a zepant eus an niver a bennoù o deus. Ar chatal an hini en eus ar muiañ a dalvoudegezh. Ar baotred a ra war-dro ar sevel hag ar gwerzhañ loened. Ar maouezed a ra war-dro goro ar saout, al labour menajerez, eostiñ hag ar vugale. Lorc'h zo gant an Hereroed o kaout meot setu perak o deus ar maouezed tokoù kornek. Gwiskañ a ra ar maouzed ivez saeoù viktorian deus an 19vet kantved, bet roet dezhe gant an Alamanted nec'het gant o noazhded.
Kredennoù
kemmañOmuroi zo un anv Herero roet d'unan bennak suspedet da vezañ ur sorserez a nij e-pad an noz pe a ra trioù hud pe a varc'h an dud. Skoilh a reont ouzh an Omuroi en ur vont da gousket. Re all a gred, pa vez komzet gant an tasmant d'an noz ha pa vez klevet o mouezh e lak anezhe da vont kuit gant ur skrijadenn. Re all c'hoazh a gousk gant boujienn rak krediñ a reont e vez aon gant an tasmant rak ar sklerijenn. Ar vrizhkredenn, ar superstision-se a gendalc'h hiziv an deiz.
Gouennlazh an Hereroed gant Alamagn
kemmañD'an 28 a viz Mae 2021 en em zigarezet he deus Alamagn en ur mod ofisiel evit gouennlazh an Hereroed hag an Namaed kaset da benn e deroù an XXvet kantved.