Hertogenwald (da lavaret eo Koad an dug) zo ur goadeg e reter Belgia, e proviñs Liège. Koadeg vrasañ Belgia eo gant 12 300 hektar.

Ul lodenn eus an Hertogenwald
An Hertogenwald dindan an erc'h

En em astenn a ra ar goadeg war douaroù kumunioù Eupen ha Raeren (Kumuniezh alamanek Belgia), Baelen, Limbourg ha Jalhay (Kumuniezh c'hallek Belgia).

En XIIIvet kantved e oa e dalc'h duged Limburg ha goude se e tremenas etre daouarn duged Brabant. Er Grennamzer en em astenne ar goadeg betek Aachen, er reter. E 1795 e teuas da vezañ ur goadeg-stad e Bro-C'hall ; e 1815 e voe rannet etre an Izelvroioù ha Prusia. Adalek 1920 e voe penn-da-benn e Belgia. E 1830 e oa bet rannet ar goadeg e div lodenn, an eil er gornaoueg a oa e Belgia, hag eben er reter a oa e Prusia. Betek hiziv e talvez ar rannadur-se, pa'z eus div velestradurezh disheñvel eus Belgia o plediñ gant pep lodenn, dispartiet gant ar stêrig Hill. Miret eo lodenn ar gornaoueg d'ober un dachenn chaseal evit roue Belgiz.

Dre ma veze dreist-implijet ar c'hoad d'ober glaou-koad ha ma veze kalz deñved o peuriñ eno e oa erru krin ar c'hornad en XVIIIvet kantved. Da neuze e voe divizet gant gouarnamant an Izelvroioù aostrian, e Brusel, plantañ gwez-spruñs el lannegi adalek 1775. En XIXvet kantved e voe plantet kalz anezho ivez el lodenn brusian eus an tolead. Hiziv an deiz ez eus er goadeg 2/3 a wez rousinek hag 1/3 a wez deliaouek. Gant ar programm Natura 2000 e tlefe lodenn ar gwez deliaouek kreskiñ en amzer da zont[1].

Notennoù

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ