Herve Porzhmoger (~1470-1512), anavezet e galleg evel Hervé de Portzmoguer pe de Primauguet, a oa ur c'habiten-lestr ha morlaer breizhat.

Buhez kemmañ

Ganet e oa e maner Porzhmoger e Plouarzhel, war-dro 1470, ha mervel a reas oc'h en em gannañ war vor dirak Beg Lokmazhe d'an 10 a viz Eost 1512.

Kabiten al lestr La Cordelière paramantet gant Anna Vreizh e oa. Lazhet e voe en emgann ouzh an amiral saoz Edward Howard.

Gouzout a reer oa bet dimezet da Jehanne de Coatmanac'h ha da Françoise de Kergoulouarn.

E 2012 e voe lidet 500vet deiz-ha-bloaz e dremenvan.