Hiviz
Un hiviz zo ur pezh dilhad a vez douget gant ar merc'hed en Europa hag a c'holo ar c'horf a-us d'an dargreiz.

Plac'hig en hiviz, milginoù berr outi

Dañserez skosat o tougen an Aboyne dress hag un hiviz wenn.

Hiviz e 1905
E kotoñs pe seiz e vez graet an hivizoù alies, milginoù, hir pe verr, ha nozelennoù dezho.
Peurvuiañ e vez gwisket ur vrennidenn dindan o hiviz. Kinklet e c'hallont bezañ gant dantelezh a-wechoù.
Hiviz ha rochedAozañ
Ur roched eo a vez douget gant ar baotred.
Hiviz-nozAozañ
Un hiviz-noz a vez douget da gousket; meur a seurt zo: re hir, ha re verr.
KrennlavarAozañ
Kant bro kant giz
Kant plac'h, kant hiviz.