Hocine Ait Ahmed
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Hocine Ait Ahmed, alias Said Fahri, a oa ur brogarour aljerian ganet d'an 20 a viz Eost 1926 en Ain El Hammam e Kabilia (Aljeria), marvet d'an 23 a viz Kerzu 2015 e Lausanne e Suis. Unan eus pennoù an Dispac'h Aljerian eo bet, hag ur politikour, karget a servijoù diavaez an FLN e Kaero (Egipt). E penn an FLN e oa. Klask a oa war e lerc'h gant arme Bro-C'hall e-pad Emgann Aljer. Kemeret en deus perzh e meur a strollad evel an FLN-Front de Libération National, ar GPRA-Gouarnamant da C'hortoz Republik Aljeria, an FFS-Front des Forces Socialistes, da 16 bloaz, pa oa lisead c'hoazh e kemeras perzh e barzh ur strollad, ar PPA-Parti du Peuple Algérien, an hini yaouankañ eus ar strollad e oa, e 1948. Kondaonet e voe d'ar marv e 1964, met tec'hout a reas kuit e 1966. Goude bezañ tec'het kuit ez eas da Vro-Suis hag e teuas da vezañ medisin, e 1988 e tistroas da Aljeria ; met e tec'has kuit adarre goude lazhadeg ar prezidant, Mohamed Boudiaf, e 1992. E 1999 e tistroas da Aljeria c'hoazh, a-benn en em ginnig en dilennadegoù evit bezañ prezidant. Met goude ur c'houlzad e-barzh ar vro a-bezh, en em dennas eus en deiz a-raok an dilennadegoù. Skrivet en deus ul levr anvet «Memor un emganner» diwar-benn e vuhez, Emgann Alje, an FLN, an FFS hag all... Skrivet en deus ivez « Afer Mecili » diwar-benn drouklazhadenn e vignon Ali Mecili evit kuzhat arc'hantañ ar strolladoù politikel gall gant gouarnamant Aljeria.
Oberennoù skrivet
kemmañ- (fr) La Guerre et l'Après-guerre (arnodadenn), Embannadurioù Bouchene, 1964, adembannet e 2004 (ISBN 291294693X);
- (fr) L'Afro-Fascisme (arnodadenn), 1964, ademnannet gant Embannadurioù L'Harmattan e 2000 (ISBN 285802144-9);
- (fr) Mémoires d'un combattant, L'esprit d'indépendance, 1942-1952 (envorennoù), Embannadurioù Messinger, Pariz, 1983 (ISBN 2865830349);
- (fr) L'affaire Mécili (buhezskrid), Embannadurioù La Découverte, Pariz, 1989, adembannet e 2007 (ISBN 2707151343).