Honor Stephanie Alexander-Harrington (ganet Honor Stephanie Harrington) zo un dudenn ijinet e 1992 gant ar skrivagner David Weber evel harozez an "Honorverse", ur bed ijinet en un heuliad romantoù skiant-faltazi milourel brudet hag a c'hoarvez etre 4003 ha 4025 goude Jezuz-Krist.

Harrington zo un ofiser er Royal Manticoran Navy (RMN), an egorlu brezel eus rouantelezh egorel Manticore, ur rouantelezh vihan met gant un nerzh brezel kreñv. Donezonet mat eo-hi evit ar strategizhoù, alies e teu a-benn da vont dreist skoilhoù ha da vezañ e-kreiz an emgannoù. Leal d'he dever ha mailh, enoret e vez alies hag uhelaet he renk, betek bezañ doujet gant an impalaerezhioù egorel, ha war an dro he devez muioc'h-mui a enebourien daonet. Mailh eo a-fed gourenerezh, ha gant sikour he aneval Nimitz e teu a-benn da wellaat he skiant a-fed kompren fromoù an dud tro-dro dezhi.

Liammoù diavaez kemmañ