Listenn al lec'hioù en Honorverse

Setu ul listenn eus ar broadoù, sistemoù egorel ha planedennoù e bed an Honorverse, un heuliad romantoù skiant-faltazi milourel gant ar skrivagner David Weber.

Kartenn lec'hioù an "Honorverse".
Air
Ar sistem egorel Air, unan eus re an Alphane Worlds, ur stad warezet eus Kevredad ar Solarian League, renet eo gant an Office of Frontier Security, ha setu perak eo fall stad e ekonomiezh. Eno e vez kavet dismantroù maez-egorel, a vije reoù kosoc'h evit Mab-Den. E-touez an dismantroù e vez un obeliskenn meur. En danevell "A Grand Tour" en dastumadenn More Than Honor, gant David Drake.
Alizon
planedenn eus an Emglev Manticore. Ur sistem egorel e-unan eo, gant ur blanedenn anneziet nemetken. Er romant The Short Victorious War.
Alphane Worlds
Ur strollad planedennoù vihan gant dismantroù maez-egorel eus ur sevenadurezh a c'hellfe bezañ kosoc'h evit Mab-Den. An holl bedoù Alphane a zo dindan gwarez ar c'hengevread Solarian League, ha renet gant an Office of Frontier Security, ha dre-se ez int en ur stad ekonomikel fall. E-touez ar bedoù Alphane e kaver ar sistem egorel Air. Danevell "A Grand Tour" danevell More Than Honor gant David Drake.
Ameta
Planedenn gant ar park c'hoari Parmley Station en e gelc'h-tro ("with Yamato's Nebula so close") Torch of Freedom, chabistr. 9.
Andermani Empire
un impalaeriezh gant sistemoù egorel lies. Da zigentañ e oa bet savet gant ar penn gopr-soudarded Gustav Anderman ur wech "aloubet" Kuan Yin, un drevadenn denel a oa tostik-tost da vezañ distrujetgant an naonegezh dre ma oa bet ur vakterienn o tistrujañ o labour-douar. Anderman, ur merour mailh a oa deuet a-benn da sikour an drevadennerien. En eskemm e oa bet lakaet da impalaer. Dre ma oa an darn bras eus an annezidi ar blanedenn tud a orin sinaat, ar familh o ren an impalaeriezh a chom unan gant orinoù eus ar vro-se. En desped da-se, dre ma soñj da Anderman (deuet da vezañ an impalaer Gustav I) bezañ un adenkorfadur eus Friedrich Prusia, ar sevenadur a voe adstummet evit bezañ tostoc'h diouzh an hini german: Kuan Yin, da skouer, a voe adanvet Potsdam. Gant ar c'hantvedoù o redek e oa deuet da vezañ an impalaeriezh unan yac'h, eus un tu dre ma oa dizurzhiet ar planedennoù dindan e veli, eus un tu all dre ma oa dieub a-walc'h ar planedennoù suj. Eus un tu all an impalaerien a oa bet mailh evel pennoù. An impalaeriezh a zo deuet da vezañ ezel eus ar c'hengevread Manticore, hag en deus aloubet ar c'hengevread Silezian gant harp Rouantelezh Manticore. Potsdam a chom ar gêr-benn, hag nepell e kaver an toull beajiñ Gregor. N'eo ket kreñv-tre a-fed teknologiezh e egorlu, met a-fed niver ez eo unan eus ar re vrashañ.
Asgard
Barnett
Ur sistem egorel bihan (meneget en Ashes of Victory, 1/2 er Chabistr 19 ha penn-kentañ ar chabistr 35). Ar blanedenn nemeti ma c'heller bevañ warni a zo Enki (bazenn DuQuesne).
Basilica
Basilisk
ur sistem egorel dalc'het gant e steredenn G5, Basilisk. Ar sistem a zo ul lec'h erruout eus an toull beajiñ e dalc'h Manticore nepell diouzh Medusa, planedenn ur ouenn nann denel, niverus. Basilisk zo lec'h kentañ trec'h milourel gwirion Honor Harrington, displeget er c'hentañ romant eus an heuliad levrioù Honor Harrington, On Basilisk Station. Basilisk a zo bet aloubet gant Rouantelezh Manticore e-tro 20 vloaz a-raok penn-kentañ ar romant. Un aloubenn strategiel evit perc'henniñ an toull a-enep Republik Haven (a teuio da vezañ People's Republic of Haven).
Bassingford Medical Center
Un ospital gant ul lodenn evit an dud troet da sot. Komz a vezeus ar greizenn gant Mercedes Brigham e kreizh chabistr 10 Flag in Exile. Adkomzet e vez eus an ospital e chabistr 3 Echoes of Honor.
Beowulf
Lec'hiet er sistem Sigma Draconis, Beowulf a zo an trevadenn denel koshañ. Savet eo bet e-tro 2000 vloaz a-raok darvoudoù ar saga Honorverse.