Hoplologiezh
Arabat eo droukveskañ gant Haplologiezh.
An hoplologiezh, diwar ar gresianeg ὅπλον (hóplon, dafar an hoplited en Henamzer) ha λόγος (lógos, « komz, prezeg, abeg, darempred ») eo anv ar skiant a zo he fal studiañ an armoù dre o implij, o sevel, o zeknik ha dre emzalc'h an dud a ra gante[1]. En ur mod ledanoc'h e c'hall talvezout evit ober anv eus studi emzalc'hioù feuls Mab-den. Ar skrivagner hag ergerzhour saoz Richard F. Burton e voe an hini kentañ o termeniñ ar ger e 1884 en ul levr war implij an armoù gwenn en Istor[2].
Hoplofobiezh
kemmañDiwar hoplologiezh e oa bet savet e 1962 ar ger hoplofobiezh gant Jeff Cooper, ur Stadunanad arbennik war an armoù-tan[3]. Envel a ra an aon o dez tud 'zo rak an armoù, memes pa ne ziskouezont ket bezañ dañjerus war an tomm[4].
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (en) Hoplology war geriadur Collins (lennet d'ar 25/09/2024)
- ↑ (en) BURTON Richard F., The Book of the Sword: A History of Daggers, Sabers, and Scimitars from Ancient Times to the Modern Day, 1884, adembannet gant Skyhorse Publishing, 2014, 336 p.
- ↑ (fr) D’ANDURAIN Julie, Le 6,35 de la comta. Une arme de femme, symbole de la résistance e Les Français et les armes à feu. De 1789 à nos jours, Hommage à François Cochet, Maisonneuve & Larose / Hémisphères éditions, 2018, p. 99
- ↑ (en) «I coined the term "hoplophobia" in 1962 in response to a perceived need for a word to describe a mental aberration consisting of an unreasoning terror of gadgetry, specifically, weapons. The most common manifestation of hoplophobia is the idea that instruments possess a will of their own, apart from that of their user.» hervez Jeff Cooper e Jeff Cooper's Commentaries Vol.5 N°.7, miz Even 1997 (lennet d'ar 26/09/2024)