Hristo Botev
Hristo Botev (bulgareg: Христо Ботев) a oa ur barzh bulgar, bet ganet d'ar 6 a viz Genver 1848 e Kalofer ha marvet d'ar 1añ a viz Mezheven 1876 war menez Okoltchitsa. Unan eus harozed Bulgaria eo ivez abalamour dezhañ bezañ stourmet d'ar marv evit e vro er bloavezhioù 1870.
E 1863 ez eas d'ul lise ag Odessa e-lec'h ma reas un tañva d'al lennegezh rusianek ha d'ar mennozhioù dispac'hus. E 1867 e rankas kuitaat Kalofer ha mont d'an harlu e Romania. Nav vloavezh e chomas eno, paour-razh, o vont a gêr da gêr: Brăila, Alexandria, Galați... Mont a reas war ar vicher mestr-skol ur pennadig, evel e dad Botyo Petkov. Hogen e Romania an hini e veze bodet an harluidi a oa e soñj da zieubiñ Bulgaria diouzh gwask an Impalaeriezh otoman. Kerkent hag arruet eno e reas Botev anaoudegezh ganto, Vasil Levski en o zouez. Ingal e skrivas pennadoù er c'hazetennoù dispac'hus. Un nebeud anezho a voe embannet gantañ memes: Komzoù an Harluidi Vulgar, An Dihuner, Bulgaria Nevez.... Goude bezañ graet e annez e Bukarest e kemeras perzh e Poellgor Kreiz Dispac'h Bulgaria muioc'h-mui. E 1872 e oa aet da sekretour.
Goude marv kriz Vasil Levski, e 1873, e savas daou savboent an eil a-enep egile evit sturiañ ar PKDB. A-du gant Botev e save ar re daerañ; gant Lyouben Karavelov e save an habaskterourien. A-benn ar fin ez eas ar maout gant tu Botev: e 1875 e oa deuet da vezañ rener ar PKDB. Hennezh a glaskas ober war-dro an harluidi a zispac'h evit ma c'halljent en em sevel an abretañ ar gwellañ. Hogen pa darzhas dispac'h miz Ebrel 1876 e voe souezhet-mik Botev: soñjal a rae dezhañ e vije c'hoarvezet diwezhatoc'h.
Buan e voe mouget an emsavadeg, ken prim ma oa c'hoarvezet-hi. A-benn skoazellañ an dispac'herien e voe dibabet krouiñ ur bagad-stourm hag a asantas Botev kemer penn anezhañ. Evit treuziñ stêr Dounav e rankjont lestrañ er vag Radetzky dindan guzh ha goulenn digant ar c'habiten o dilestrañ e Kozlodouy. Aze e kemerjont penn an hent war-du menezioù Balkan. Siwazh dezho ne gredas ket tud ar vro en em sevel. E dibenn miz Mae 1876 e tiazezas Botev gant e soudarded war menez Okoltchitsa, nepell diouzh kêr Vratsa, e-lec'h ma voent argadet diouzhtu gant strolladoù bachi-bouzouk. E-kerzh an emgann e voe lazhet Botev, da serr-noz, d'ar 1añ a viz Mezheven 1876.
Oberennoù
kemmañ- Майце си, 1867.
- Към брата си, 1868.
- Елегия, 1870.
- Делба, 1870.
- До моето първо либе, 1871.
- На прощаване в 1868 г., 1871.
- Хайдути, 1871.
- Пристанала, 1871.
- Борба, 1871.
- Странник, 1872.
- Гергьовден, 1873.
- Патриот, 1873.
- Защо не съм...?, 1873.
- Послание (на св. Търновски), 1873.
- Хаджи Димитър, 1873.
- В механата, 1873.
- Моята молитва, 1873.
- Зададе се облак темен, 1873.
- Ней, 1875.
- бесването на Васил Левски, 1876.