Hugo Hamilton
Hugo Hamilton, ganet d'an 28 a viz Genver 1953 e Dulenn, zo ur skrivagner saoznek eus Iwerzhon.
Buhez
kemmañMab eo Johannes Ó hUrmoltaigh (e anv kentañ) d'ur vamm alaman dimezet d'un Iwerzhonad, iwerzhoneger ha broadelour. Desavet eo bet en Iwerzhon, en alamaneg hag en iwerzhoneg. E dad ne felle ket dezhañ e vefe kaozeet saozneg gant e vugale.
Ur wech aet da gazetenner e stagas da skrivañ danevelloù ha romantoù, sinet gant an anv Hugo Hamilton. E romantoù kentañ, divrud a-walc'h, a voe embannet er bloavezhioù 1990.
Brud a zeuas dezhañ avat gant ul levr eñvorennoù, anvet The Speckled People ("Ar re vrizhellet"), embannet e 2003, ma kont e yaouankiz en Iwerzhon goude an Eil brezel-bed hag e zarempred gant e dud hag o yezhoù. Troet eo bet al levr-se e meur a yezh (alamaneg, galleg, italianeg, spagnoleg, nederlandeg, katalaneg, bulgareg, ukraineg, albaneg ha brezhoneg[1]).
Skridoù
kemmañRomantoù
kemmañ- Headbanger (1996)
- Sad Bastard (1998)
- Surrogate City (1990)
- The Last Shot (1991)
- The Love Test (1995)
- Sucking Diesel (2002)
- Disguise (2008)
- Hand in the Fire (2010)
- Every Single Minute (2014)
Danevelloù
kemmañ- Dublin Where the Palm Trees Grow (1996)
Eñvorennoù
kemmañ- The Speckled People (2003)
- The Sailor in the Wardrobe (2006)
Prizioù ha garedonoù
kemmañ- Rooney Prize for Irish Literature (1992)
- Prix Femina Étranger (2004), gant Sang impur, troidigezh The Speckled People
- Premio Giuseppe Berto (2004), gant Il cane che abbaiava alle onde, troidigezh The Speckled People
- Bundesverdienstkreuz (2014)
- Ezel eo Hugo Hamilton eus Aosdána, akademiezh arzoù Iwerzhon.
Liamm diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Ar re vrizhellet, troet gant Herve Beg hag embannet gant An Alarc'h.