An Huskarled (norseg húskarlar) a oa gwarded-korf ar rouaned hag an dudjentil skandinavat.

Ar maen-run eus Snåttsta (w.d. 330) a venneg un "Asser" bennak (Assurr), hag a oa huskarl Ragnfasters.

Ar ger a za eus hús (ti) ha karl (den gour, dishual), "Gour an ti". Peurvuiañ an Huskarled e-touesk an Angled-ha-Saozon a veze anvet Hirth ("nerzh an ti") ivez. Diwezhatoc'h e veze graet huskarl eus an holl soudarded a-vicher gopret gant un tiegezh. Ar soudarded all, hag a oa kouerien peurvuiañ, a veze anvet Fyrd, engouestlet dre heg pe paeet evel goprsoudarded. An niver a huskarled a c'halle sevel betek war-dro 2000 soudard en ur rouantelezh.