Identidade Galega
Identidade Galega (IDEGA) eo anv ur strollad galizegour, ha n'eo ket broadelour, hag a difenn ur bolitikerezh kreizour-dehour o kenderc'hel gant mennozhioù Dereita Galeguista Vicente Risco ha Filgueira Valverde.
En tu-dehoù pellañ emañ orinoù ar strollad avat, dre ma oa bet krouet diwar un disrann e Democracia Nacional.
Krouet e oa bet d'an 19 a viz Here legalizouse 2004 ha d'ar 14 a viz Kerzu e oa bet dalc'het gantañ e Emvod-Meur kentañ. Ennañ e oa un 50 a izil bennak er penn-kentañ, ouzh o fenn Xosé Lois Pérez ha Xoán Lois Manteiga.
D'ar 7 a viz Gwengolo 2005 e tisklêrias e oa bet divizet gante en em deuziñ gant ar Partido Galeguista (PG, "Strollad Galizegour").
Ur strollad gouennelour an hini eo, o sevel a-anep d'an envoidi evit difenn perzhioù diazez Galiza herveze.
Da geñver ar mouezhiadegoù evit Parlamant Galiza e 2005 e oa bet savet ul listenn evit Proviñs A Coruña gant Manuel Ambite ouzh he fnn evel danvez-prezidant, ha tapet gante 376 vot en holl.
E miz Mezheven 2006 e tivizas mont kuit eus PG abalamour da bolitikerezh ar strollad-se e-keñver an envroidi hag adsavet e oa bet adarre gante Identidade Galega.