Giovanni Antonio Bazzi, lesanvet Il Sodoma (Vercelli, 1477Siena, 15 C'hwevrer 1549), a oa ul livour italian.
Tapet en doa e lesanv dre ma plije dezhañ ar baotred yaouank, hervez Giorgio Vasari, evel Caravaggio ha Benvenuto Cellini ha forzhig arzourien arall en e amzer. Kement-se ne viras ket outañ da zimeziñ.

Il ratto delle Sabine (Skrapadeg ar Sabinezed), 1506-1507
Sant Sebastian, 1525
Ar Parkezed, pe Merc'hed an Tonkadur, ~1525

Diskibl e oa da Martino Spanzotti. Kemer a reas an dorn war-lerc'h Signorelli e kloastr Monte Oliveto Maggiore. E 1512 edo o labourat er Villa Farnesina e Roma. Goude ez eas da Siena da chom, hag eno e echuas e vuhez livour, oc'h ober war-dro murlivadurioù, ma weler ennañ unan eus mistri veur ar skol sienat.

Ne oa ket un tresour eus ar c'hentañ troc'h, met mestroniañ al lusk hag al liv a rae, ma c'haller e dostaat, er c'heñver-se da vihanañ, ouzh Leonardo da Vinci evit a sell al livañ merc'hed, koantik, ha parfet. E ziskibl wellañ e oa Le Riccio, a zimezas gant e verc'h Faustina.

Oberennoù brudetañ

kemmañ
  • Pennadoù eus Buhez Santez Katell, (1526), iliz-veur Sant Dominig, Siena
  • Pennadoù eus Buhez ar Werc'hez , (1536-1538), ti-pediñ Sant Bernez, Siena, graet a-gevret gant Pacchia ha Beccafumi
  • Diskenn eus ar Groaz (1513), iliz Sant Frañsez, Siena
  • Marv Lucrezia (1513)
  • Krist ar golonenn, Pinacoteca Nazionale, Siena
  • Aberzh Abraham, iliz-veur, Pisa.

Pennad kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.