Sant Sebastian
Sant Sebastian (IIIvet kantved), ganet e Narbona e Galia, a oa keodedour e kêr Milano, soudard en arme Roma, hag ur merzher kristen e Roma. Staget e voe ouzh ur peul, ha saezhataet. Dre vurzhud e vije pareet, ma voe lazhet a daolioù skourjez.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/91/Sodoma_003.jpg/300px-Sodoma_003.jpg)
Lidet e vez d'an 20 a viz Genver er C'hornôg ha d'an 18 a viz Kerzu er Reter.
-
Gwaregerien o verzheriañ Sant Sebastian. Livadur alaman eus war-dro 1493